Johanna Maria van der Gheynst : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Johanna Maria van der Gheynst'''a oa merc'h da Gilles Johan van der Gheynst, kouer pe mab kouerien, ha d'e bried Johanna van der Caye van Cocambi, a oa matezh.
 
Matezh e oa e ti gouarnour [[Oudenaarde]], [[Charles de Lalaing (†1525)]]. Un deiz e tegouezhas an impalaer [[Karl V]] en ti. Evezh a daolas ouzh ar vatezh. Louzoù da gousket a voe roet dezhi. Dougerez en em gavas. Kuitaat a reas Johanna ti Lalaing, da vont da di kerent a-berzh he mamm, e-maez kêr AudenardeOudenaarde.
 
En miz Gouhere [[1522]] e c'hanas ur verc'h hag a voe badezet en iliz [[Pamele]] ([[:nl:Pamele|nl]]) (bremañ enteuzet e kumun [[Oudenaarde]]) hag anvet Margaretha ([[Marc'harid]]) evel [[moereb]] an impalaer a-berzh e dad, c'hoar da [[Fulup ar C'haer]], ha gouarnerez an [[Izelvroioù]].
 
Daou vloaz goude e voe dimezet Johanna da Jehan van den Dijcke, aotrou Santvliet. Eizh bugel o doe. He merc'h henañ, merc'h d'an Impalaer, a voe savet e ti André Douvrin, hag anavezet e voe diwezhatoc'h evel [[Marc'harid Parma]].