Maria Tereza Spagn (1726-1746) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Linenn 12:
 
Gant he dimeziñ d'ur priñs gall, war un dro gant hini he breur, an
[[Fulup Parma|infant Felipe]], da [[Elisabeth de France|''Madame Première'']], e oa adskoulmet an emglev kozh entre [[Bro-C'hall]] ha [[Spagn]], goude ma oa aet er c'hleuz ar mennad da zimeziñ [[Loeiz XV]] ha [[Mariana Victoria de Borbòn (1718-1781)|Mariana Victoria]] (1718-1781), c'hoar henañ Maria Tereza ha Felipe (hagahag a zeuas da vout [[Rouanez Portugal]]).
 
Lavaret e oa bet e oa kaer, rok, abaf. Met displijout a rae he blev ruz da dud al lez c'hall. Gwelloc'h e kave chom en he lojeiz peurliesañ eget mont er-maez, ha kaz he doa ouzh ar c'hoarioù.
 
Da wilioudiñ e oa Marie-Thérèse (hec'h anv el lez c'hall) e deroù Gouhere [[1746]], met dale a oa gant ar gwentloù. <ref> [http://enviedhistoire.canalblog.com/archives/2006/07/01/2214073.html Marie-Raphaëlle de Bourbon-Espagne, belle-fille de Louis XV] el lec'hienn enviedhistoire.canalblog.com, 3/12/2010.</ref> Kement-se a zisplije kenañ d'an tad-kozh, ar roue [[Loeiz XV]].
 
D'an [[19 a viz Gouhere]] [[1746]], a-benn ar fin, e c'hanas Marie Thérèse ur verc'h hag a voe anvet ''Marie-Thérèse'' evel he [[mamm]].
 
==He marv==