Trovan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: dsb, hsb kemmet: ang, simple
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Wendekreise.png|thumb|400px|right|An trovanoù (glas teñval) a bep tu d'ar c'heheder (glas sklaer).]]
An daou [[ledred]] ma c'heller gwelout an Heol er [[zenit]] da geñver ar [[goursav-heol]] eo an '''trovanoù''' ha c'hoarvezout a ra. Anv an div drovan eo ''Trovan ar C'hrank'' (en norzh) ha ''Trovan ar C'havr'' (er su). Amprestet eo bet ''trovan'' digant ar [[kembraeg|c'hembraeg]] "trofan" ha kavet e vez "tropik" diwar ar [[galleg]] e testennoù 'zo.<br />
Pa vez kaoz eus an trovanoù (s.o. an dro-lavar "dindan an trovanoù") e vez meneget ivez an takad lec'hiet etre ledoù an trovanoù, da lavarout eo etre al ledoù 23° 17' N ha 23°27' S. hag emañ ar [[Keheder|C'heheder]] etrezo ha [[kenstur]] dezho, en takadoù-se e c'hall an Heol bezañ er zenit ivez tro-pe-dro e-pad ar bloaz.
War linenn ''Trovan ar C'hrank'' e weler an [[Heol]] dindan ur c'horn 90° da [[goursav-hañv|c'hoursav-heol an hañv]] hag da [[goursav-goañv|c'hoursav-heol ar goañv]] war linenn ''Trovan ar C'havr''. Kemeret eo bet anvioù an trovanoù diwar ar [[zodiak]] hag ez-resis eus anvioù ar [[steredeg]]où ma kreder gwelout an Heol tost outo goude ar goursavioù-heol.<br />