Ulrike Meinhof : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
anv rummad
D fix
Linenn 1:
[[Image:Ulrike Meinhof als junge JoJournalistin (retuschiert).jpg|thumb|right|Ulrike Meinhof]]
 
'''Ulrike Marie Meinhof''' ([[7 a viz Here]] [[1934]] en [[Oldenburg]] – marvet en noz etre an [[8]] hag an [[9 a viz Mae]] [[1976]] e toull-bac'h Stammheim e [[Stuttgart]]) a oa ur gazetennerez [[Alamagn|alaman]]. E [[1970]] e teuas da vezañ ezel eus [[Tuad an Arme Ruz|Rote Armee Fraktion]], ur strollad a aozas meur a gwalldaol en Alamagn er bloavezhioù 1960–70. Unan eus izili bennañ ar strollad e oa, ober a reer strollad Baader-Meinhof anezhañ ivez. Harzet e voe d'ar [[15 a viz Even]] [[1972]] goude bezañ bet diskuliet. Kondaonet e voe da 8 vloaz toull-bac'h d'an [[29 a viz Du]] [[1974]].<ref> http://www.rafinfo.de/bio/m-q/meinhof.php</ref>
Linenn 6:
Merc'h an istorour [[Werner Meinhof]] eo. E [[1954]] e voe degemeret gant [[Renate Riemeck]] goude marv he mamm. Gant Riemeck e veze embannet [[Frauen gegen Faschismus]]. Ganti ivez e kemeras perzh Ulrike Meinhof er manifestadegoù a-enep ar bombezennoù nukleel.
 
E [[1955]]- [[1956|56]] e studias ar brederouriezh, ar bedagogiezh, ar sokiologiezh hag alamaneg e skol-veur [[Marburg]]. E [[1957]] ez eas da studiañ da skol-veur [[Münster]] ma kemeras perzh er ''Sozialistischer Deutscher Studentenbund'' (Strollad ar studierien sokialour).
E [[1955]] ivez e timeas gant [[Klaus Rainer Roehl]], hag eñ e penn ar gelaouenn [[Konkret]]. Evit ar gelaouenn-se e labouras-hi ivez betek [[1968]]. Daou vugel a voe ganet.