André Kolingba : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''André Kolingba''' (12 a viz Eost 1936 - 7 a viz C'hwevrer 2010) a oa ur soudard hag ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan, bet prezidant ar vro. Stummet e voe..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Mez 2012 da 14:28

André Kolingba (12 a viz Eost 1936 - 7 a viz C'hwevrer 2010) a oa ur soudard hag ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan, bet prezidant ar vro.

Stummet e voe e Brazzaville hag e Bro-C'hall a-raok bezañ kannadour ha ministr e fin ar bloavezhioù 1970. E miz Gwengolo 1981 e tistroadas David Dacko hag en doa lakaet anezhañ e penn an arme un nebeud mizioù a-raok. Lakaat a reas un diktatouriezh soudardel e plas ha n'eo nemet goude manifestadegoù er vro e 1991 ma'z asantas d'al liesstrolladegezh. Un dilennadeg a voe aozet e 1993 ha Kolingba a'n em gavas er pevare plas. Asantiñ a reas d'an disoc'h ha leuskel ar garg a brezidant da Ange-Félix Patassé.

Klask a reas adkemer ar galloud dre un taol-nerzh e 2001. Kazeg a reas ha ret e voe dezhañ mont da gavout repu da Ouganda. Distreiñ a reas d'e vro e 2003 pa voe distroadet Patassé gant François Bozizé. Marvet eo gant ur c'hrign-bev e 2010 e Pariz.