James Spriggs Payne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "thumb '''James Spriggs Payne''' (19 a viz Kerzu 1819 - 31 a viz Genver 1882) a oa ur politikour, bet prezidant Liberia. Ganet e oa bet e ..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 17 Mez 2012 da 13:17

James Spriggs Payne (19 a viz Kerzu 1819 - 31 a viz Genver 1882) a oa ur politikour, bet prezidant Liberia.

Ganet e oa bet e Richmond (Virginia). E dud, sklaved digabestr anezhe, a divroas da Liberia e 1829. Desachet e oa Payne gant ar politkerezh, an ekonomiezh hag ar relijion. Dilennet e voe da brezidant Liberia e 1868, evit daou vloaz. Labourat a reas evit gwellaat an darempredoù etre ar gouarnamant hag an henvroidi. Addilennet e voe e 1876, evit daou vloaz adarre, d'ur mare ma wanae ar vro abalamour d'un enkadenn ekonomikel.