Azerbaidjan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ny:Azerbaijan
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 41:
|}
 
'''Azerbaijan''' ([[Azereg|Azerbaijaneg]]: ''Azərbaycan'', pe el [[lizherenneg arabek]]: آذربایجان رسپوبلیکاسی) a zo ur vro eus ar [[Kaokaz|C'haokaz]]. Lec'hiet etre reter [[Europa]] ha mervent [[Azia]] emañ riblet gant [[Mor Kaspia]] war-du ar reter. Harzoù he deus gant [[Dagestan]] ([[Rusia]]) war-du an norzh, [[Jorjia]] war-du ar gwalarn, [[Armenia]] war-du ar c'hornôg hag [[Iran]] war-du ar su. [[Nac'hitchevan]], un enezad eus Azerbaidjan he deus harzoù gant Armenia war-du an norzh ha [[Turkia]] war-du ar su. Rannvro [[Nagorno-Karabac'h]] he deus embannet bezañ dizalc'h e 1991 met n'eo anavezet gant bro arall ebet.
 
Ur stad lik eo Azerbaijan hag un ezel eus [[Kuzul Europa]] eo. Un demokratelezh eo met gant ur pleg aotrouniek.