Ludwig van Beethoven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: lad:Ludwig van Beethoven
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: mg:Ludwig van Beethoven; Kemm dister
Linenn 1:
<!-- Kement-mañ a zo diazezet war ar bajenn saoznek, evel ma oa d'an 10/10/2006 ; a-wezhioù ez eus adkasoù war pajennoù ouzphenn, a vo troet diwezhatoc'h... -->[[SkeudennRestr:Beethoven.jpg|right|thumb|250 px|poltred 1820 gant Karl Stieler]]
 
'''Ludwig van Beethoven''' ([[badeziet]] d'ar [[17 a viz Kerzu]] [[1770]]<ref>Badeziet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu 1770. Peurvuiañ e veze badeziet bugale ar mare-hont un devezh goude bezañ bet ganet, met n'eus tamm teul ebet evit prouiñ e vije bet c'hoarvezet gant Beethoven. Gouzout a reer e lide e familh hag e gelenner [[Johann Albrechtsberger]] e zeiz-a-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu. Ar fedoù anavezet a lak da grediñ e oa moarvat ar 16 a viz Kerzu 1770 deiziad ganedidezh Beethoven, kement-mañ avat n'haller ket disklêriañ ez eo asur.</ref> – [[26 a viz Meurzh]] [[1827]]) a oa ur [[sonaozour]] ha [[piano]]our [[Alamagn|alaman]]. Boas eur da sellet outañ evel unan eus brasañ sonaozourien en istor, hag evel an dudenn bennañ er marevezh tremen etre an oadvezhioù [[Sonerezh klasel (klaselezh)|klasel]] ha [[Sonerezh romantel (romantelezh)|romantel]] eus ar [[Sonerezh klasel|sonerezh klasel kornôgat]]. E vrud hag e ijin-dreist o deus awenet — hag e meur a zegouezh abafet — remziadoù a sonaozourien, sonerien, ha selaouerien war e lerc'h.
Linenn 11:
Dilec'hiañ a reas Beethoven da [[Vienna]] e [[1792]], e lec'h ma studias ur pennadig gant [[Joseph Haydn]] (e plas [[Wolfgang Amadeus Mozart]] hag a oa marvet ar bloavezh kent). Kelennadurezh ouzhpenn a bakas digant Johan Georg Albrechtsberger (stummer pennañ Vienna war ar gendonouriezh) hag [[Antonio Salieri]]. Beethoven a dapas kerkent brud evel [[mailh]] ar [[piano]]. E oberennoù kentañ gant niverennoù opus, an tri zriad piano, a zeuas war wel e 1795. En em staliañ a reas e patrom ar red-micher a oa o vont da heuliañ evit ar peurrest eus e vuhez : kentoc'h eget labourat evit an iliz pe ul lez brientinien (evel m'o doa graet meur a sonaozour en e raok), en em vevañ a rae en ur c'henstrollañ goproù-bloaz pe roadennoù digenvez a-berzh brientinien, korvoder diwar abadennoù dre rakprenañ, sonadegoù, kentelioù, ha gwerz e oberennoù.
 
[[SkeudennRestr:Beethoven 3.jpg|250px|thumb|left|Ludwig van Beethoven: munud eus ur poltred graet e 1804 gant W.J. Mähler]]
 
=== Diaesterioù ar gedvuhez ===
Linenn 20:
Selaouerien niverus a verz un heklev eus buhez Beethoven en e sonerezh, a daolenn alies ur stourm heuliet gant un drec'hadenn. An deskrivadur-mañ a vez lakaet alies da dalvezout evit [[pennoberezh]]ioù krouet gant Beethoven e skoaz e ziaesterioù personel kriz.
 
[[SkeudennRestr:Beethoven Waldmuller 1823.jpg|right|thumb|250px|Beethoven e 1823 ; eilad eus ur poltred distrujet gant Ferdinand Georg Waldmüller]]
 
=== Yec'hed ===
Beethoven a oa alies dister e yec'hed. Hervez unan eus e lizheroù e krogas e gudennoù kof pa oa c'hoazh e Bonn, ar pezh o deiziad a-raok 1792. E [[1826]] ez eas e yec'hed war washaat, hag ar blegenn-mañ a gasas anezhañ betek ar marv. En e zanevell korfskej e kaver meneg eus kudennoù grevus gant an avu, sac'h ar vestl, ar felc'h, hag ar pankreaz. N'eus ket a genasant hollek war abeg resis e varv. Enklaskoù a-vremañ war ur guchenn eus blev Beethoven troc'het diwar e benn devezh goude e varv hag un tamm eus e glopenn paket diwar e vez e 1863, an daou anezho bremañ e Kreizenn Beethoven e San Jose, Kalifornia [http://www2.sjsu.edu/depts/beethoven/skull/skullstory.pdf], o deus diskouezet e c'hallfe a-walc'h ar [[pistriañ gant plom]] bezañ bet lodek en e yec'hed fall hag en diwezh en e varv. Mamenn (pe mamennoù) ar pistriañ gant plom a zo dianav, met a c'hallfe bezañ bet pesk, [[aketat plom|kediadoù plomek]] implijet evit dousaat ar [[gwin]], listri da evañ e staen, louzeier diwar blom, pe abadennoù hir e dourioù melar. N'eo ket gwirheñvel e vije bet ar pistriañ gant plom abeg e bouzarded, ma kav da lies imbourc'her e oa hemañ gweredet gant [[Kleñved Paget an eskern|kleñved Paget]], [[otoskleroz]] ar gokleenn, pe un direizhamant [[Kleñved emwaredek|emwaredek]] evel al [[lupus eritemek reizhiadek|lupus]], daoust m'o deus diskouezet studiadennoù graet nevez 'zo war gouzañvidi ar pistriañ gant plom eo bet skoet lod gant koll ar c'hleved kenkoulz all. Dielfennadenn ar blev n'he deus ket dinoet [[merkur (elfenn)|merkur]], a zo kempoell gant ar c'hraf ne oa ket Beethoven gant an [[naplez]] (louzaouet e veze an naplez gant kediadoù merkur d'ar mare-hont). Ezvezañs deveradoù narkotek a lak da grediñ e vire Beethoven a implijout [[louzoù-diboaniañ]] [[deveradoù opiom|opiomek]].
 
[[SkeudennRestr:Zentralfriedhof Vienna - Beethoven.JPG|thumb|300px|left|Bez er [[Zentralfriedhof]], [[Vienna]].]]
 
Marvet eo Beethoven d'ar [[26 a viz Meurzh]] [[1827]], goude ur hir a gleñved. Sebeliet eo bet e bered Währinger. Ugent miz diwezhatoc'h, korf [[Franz Schubert]] (hag en doa douget arched Beethoven da geñver e obidoù) a voe sebeliet nes da hini Beethoven. E 1888 e voe dilec'hiet bezioù Schubert ha Beethoven war un dro d'ar [[Zentralfriedhof]] (Bered Kreiz), e-lec'h ma c'hellont bezañ kavet bremañ e-kichen re [[Johann Strauss I]] ha [[Johannes Brahms]].
Linenn 177:
[[lv:Ludvigs van Bēthovens]]
[[map-bms:Ludwig van Beethoven]]
[[mg:Ludwig van Beethoven]]
[[mk:Лудвиг ван Бетовен]]
[[ml:ബീഥോവൻ]]