Fakoker an dezerzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
English: Removed photo, wrong species (→Phacochoerus africanus, file rename in progress at wiki commons)
D r2.7.3) (Robot kemmet: eu:Fakokero; Kemm dister
Linenn 11:
Bevañ a ra e reter [[Afrika]] ([[Somalia]], [[Kenya]] hag [[Etiopia]]). An isspesad a veve e [[Suafrika]] a zo aet da get.
 
== Doareoù pennañ ==
War-dro 1 m eo e hirder ha gell teñval pe deñvaloc'h e gorf goloet amañ-ahont gant [[reun]]. Brasoc'h eo ar par eget ar barez. Brasoc'h eo ar [[gwenaenn]]où e [[jod|divjod]] ar par ivez. Koulz ar par hag ar barez a zo dezho ur [[moue]] hag a red a-hed o [[kilpenn|c'hilpenn]].
 
Ar re vihan a denn d'al loened gour nemet n'o deus [[stilhon]] ebet ha munut eo o gwenaennoù. Ar stilhonoù ([[dant-lagad|dent-lagad]] hir anezho) a zeu war-wel pa dizhont o oad gour.
 
== Lec'h annez ==
Bevañ a ra er [[savanenn|savanennoù]] hag el lec'hioù krin. Gwelloc'h eo e c'halloudegezh da dalañ ouzh ar sec'hor eget hini ar [[fakoker|fakoker boutin]].
 
== Gouennañ ==
Da vare ar gouennañ e [[troazh]] ingal ar barez (10 gwech muioc'h eget ar par). C'hwezh an troazh a vez klevet eus pell gant ar par hag a c'hell gouzout evel-se e peseurt stad emañ ar barez a-fet gouennañ.
 
Linenn 26:
Fakoker an dezerzh a dizhfe e oad gour un tammig abretoc'h eget ar fakoker boutin, kent 18 miz eta.
 
== Emzalc'h ==
Toullañ a ra un douarenn, pe laerezh unan (diwar-goust loened all evel an [[hoc'h-douar]]), a servij da ziwall diouzh ar preizhataerien. P'emañ e dañjer ec'h a enni, e lost da gentañ, hag e talc'h penn ouzh an enebour gant e stilhonoù.
 
Linenn 35:
Ul loen oberiant diouzh an deiz eo. En deizioù tomm e tremen an darn vrasañ eus e amzer en disheol. Pe vez freskoc'h e vez o peuriñ pe o turiañ a-benn diskoachañ [[gwrizienn|gwrizioù]] ha [[torzhell]]où.
 
== Boued ==
[[Geotdebrer]] eo fakoker an dezerzh hag en abeg d'e endro kriz n'eo ket ken figus hag ar fakoker boutin. En em vagañ a ra diwar geot, brousgwez hag, a-wechoù, [[frouezh]] hag [[amprevaned]]. Turiañ a ra an douar gant e stilhonoù hag e [[moj|voj]] evit kavout torzhelloù, korzennoù-gwrizienn ha [[bulb]].
 
== Preizhata ==
E breizhataerien pennañ eo al [[leon]], al [[loupard]], ar [[kazh-ki|c'hazh-ki]] hag ar [[bleiz-broc'h]].
 
Linenn 49:
[[en:Desert warthog]]
[[es:Phacochoerus aethiopicus]]
[[eu:Phacochoerus aethiopicusFakokero]]
[[he:חזיר יבלות מדברי]]
[[it:Phacochoerus aethiopicus]]