An Alre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 30:
Emañ '''An Alre''' e penn un [[aber]], ''Stêr an Alre'', e-lec'h m'en em vesk dourioù al [[Loc'h]] gant dour sall ar mor. Bevennet eo gant [[Brec'h]] er gwalarn, [[Plunered]] er reter, ha [[Krac'h]] er mervent.
==Istor==
=== <small>Ar c'hastell </small>===
Savet e voe ur [[moudenn-gastel|voudenn feodel]] gant ar Vretoned er {{Vvet kantved}}. Ken abred ha [[1082]] e vez graet meneg eus «&nbsp;Castrum Alrea&nbsp;» e [[kartennaoueg]] Kemperle. Diskaret e voe ar voudenn-se gant an Normaned. E [[1201]] e voe savet ur c'hastell dezhañ ramparzhioù e he lec'h gant [[Arzhur Iañ (dug Breizh)|Arzhur 1añ Breizh]]. Diskaret e voe e [[1558]] war urzh [[Herri IV Frañs]].
=== <small>XIV{{vet}} kantved </small>===
E [[1364]] e voe lakaet fin da [[brezel hêrezh Breizh|vrezel hêrezh Breizh]] etre an tiegezhioù Moñforzh ha Bleiz gant Emgann an Alre. Lazhet e voe [[Charlez Bleiz]] eno ha tapet e voe [[Beltram Gwesklin]] da brizoniad. Savet e voe ul leandi gant [[Yann Voñforzh]] war lec'h an dachenn emgann.
=== <small>XVII{{vet}} kantved </small>===
Trede porzh Breizh e oa An Alre e [[1631]] war-lerc'h [[Kemperle]] hag an [[Henbont]].
=== <small>XVIII{{vet}} kantved </small>===
D'ar [[4 Kerzu|4 a viz Kerzu]] [[1776]], e penn kentañ [[brezel dieubiñ Amerika]], e tilestras [[Benjamin Franklin]] en Alre, deuet ma oa da c'houlenn sikour Frañs gant [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]].
=== <small>[[Dispac'h Gall]] </small>===
Gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet '''An Alre''' da benn ur bann, nav c'hanton ennañ: An Alre, [[Landevant]], [[Lokmaria-Kaer]], [[Pleñver]], [[Pleuwigner]], [[Plunered]], [[Kiberen]] hag "An Inizi" ([[Edig]], [[Ar Gerveur]], [[Houad]]) <ref> Jean-Louis Debauve, ''La Justice révolutionnaire dans le Morbihan'', e ti an aozer, Pariz, 1965 </ref>.
=== <small>XIX{{vet}} kantved </small>===
* Tizhet eo '''An Alre''' gant an [[hent-houarn]] e 1862 <ref> [http://www.auray.fr/auray/histoire/ Lec'hienn ar gumun] </ref>.
=== <small>XX{{vet}} kantved </small>===
* [[Brezel-bed kentañ]]: 226 milour eus '''An Alre''' a varvas evit [[Bro-C'hall]], 43 e 1914, 56 e 1915, 50 e 1916, 26 e 1917, 44 e 1918 ha 4 e 1919, goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 <ref> Pennad-kaoz e "Dimanche [[Ouest-France]]", 12 a viz Kerzu 2010 </ref>.
 
=== <small>XX{{vet}} kantved </small>===
* [[Eil Brezel-bed]]: d'ar [[27 Gouere|27 a viz Gouere]] [[1944]] e kouezhas un nijerez (''[[Supermarine Spitfire|Spitfire]] Vb'' marilhet AD470 ha kodet LA-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''[[Royal Air Force]]''') en '''Alre'''; mervel a reas he nijour ha douaret e voe e [[Gwidel]]
<ref> [http://www.absa39-45.com/Pertes%20Bretagne/Morbihan/pertes_raf_morbihan.html Pertes RAF Morbihan] </ref>.