Diforc'hioù etre adstummoù "Ar Baol-Skoubleg"

302 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
 
== Istor ==
=== <small>XX{{vet}} kantved </small>===
* [[Eil brezel-bed]]: d'an [[13 Mae|13 a viz Mae]] [[1941]] e kouezhas ur c'harr-nij (''[[Bristol Blenheim]] IV'' marilhet V6430 ha kodet UX-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''[[Royal Air Force]]'') er mor nepell eus ar Baol-Skoubleg; mervel a reas e dri nijour, daou anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar [[25 Meurzh|25 a viz Meurzh]] [[1942]] e kouezhas un nijerez (''[[Vickers Wellington|Wellington II]]'' marilhet W5578 ha kodet PH-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''Royal Air Force'') e Skoubleg; mervel a reas pevar nijour, douaret e voent e bered "Pont du Cens" en [[Naoned]]; an daou nijour all a voe serret gant an [[Alamagn|Alamaned]]; d'ar [[16 Ebrel|16 a viz Ebrel]] [[1942]] e kouezhas ur c'harr-nij (''[[Vickers Wellington|Wellington III]]'' marilhet X3417 ha kodet GT-?) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] (''Royal Air Force'') er mor nepell eus Skoubleg; mervel a reas e seizh nijour<ref>[http://www.absa39-45.com/Pertes%20Bretagne/Loire%20Atlantique/pertes_raf_loire_atlantique.html Pertes RAF]</ref>;
d'an [[3 Genver|3 a viz Genver]] [[1943]] e kouezhas ur c'harr-nij ''[[B-17]]'' eus [[aerlu]] [[SUA]] (''[[United States Army Air Forces]]'') e koad Skoubleg; seizh nijour a voe lazhet, tapet e voe an tri all eus e baread gant an [[Alamagn|Alamaned]] <ref>[http://www.absa39-45.com/Pertes%20Bretagne/Loire%20Atlantique/pertes_usaaf_loire_atlantique.html Pertes USAAF]</ref>. D'ar [[29 Mezheven|29 a viz Even]] [[1943]] e kouezhas un nijerez ''[[Messerschmitt Bf 109]]'' eus an [[aerlu]] [[alaman]] (''[[Luftwaffe (1933-1945)|Luftwaffe]]'') etre ar Baol ha [[Sant-Nazer]]; mervel a reas he nijour, douaret e voe e [[Pornizhan]] <ref>[http://www.absa39-45.com/Pertes%20Bretagne/Loire%20Atlantique/pertes_luftwaffe_loire_atlantique.html Pertes Luftwaffe]</ref>.
===<small>Darvoudoù-sport a bep seurt</small>===
* [[3 a viz Gouere]] [[1988]] : dalc'het eo rakredadeg [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1988|Tro Bro-C'hall 1988]] etre [[Pornizhan]] hag Ar Baol-Skoubleg (a-benn an eur a skipailh) ; aet ar maout gant [[Weinmann-La Suisse]] ([[Suis]]).
 
== Douaroniezh ==
Implijer dizanv