Banniel Euskal Herria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D urzh
Kendalc'h, reizhañ liammoù diabarzh...
Linenn 1:
[[Skeudenn:Flag of the Basque Country.svg|thumb|250px|right|[[Image:FIAV_110000.svg|20px]] An ''Ikurriña'' eo banniel Euskal Herria]]
An '''ikurriña''' pe '''ikurrina''', pe c'hoazh '''Euskal Herriko bandera''', eo banniel [[Euskal Herria]], da lavarout eo bro ar seizh proviñs euskarat. Met bannielBanniel ofisiel [[Kumuniezh Emren Euskadi]] (Euskal Autonomia Erkidegoaren bandera) eo ivez abaoe 1979.
 
== Istor ==
Krouet e voe ar banniel en 1894 gant an daou vreur Luis ha [[Sabino Arana]], diazezer ar [[Strollad broadelour euskarat|Partido Nacionalista Vasco]], ha da gentañ e oa mennet da vezañ hini [[Bizkaia]] hepken. Levezonet eo bet tresadenn ar banniel gant hini ar [[Rouantelezh-Unanet]], banniel ardamezek [[Navarra]]. Evel-henn e vez displeget ster ar banniel bremañ:
*ar groaz wer a zo evit [[dervenn Gernika]], arouez frankiz ar vro;
*ar groaz wenn a zo evit ar [[katoligiezh|gatoligiezh]], relijion bennañ tud ar vro;
*ar foñs ruz a zo evit ar bobl vask.
 
Banniel ofisiel gouarnamant Euskadi e oa en 1936. Berzet e oa e-pad marevezh [[Francisco Franco|Franco]] en [[Hego Euskal Herria|Hegoalde]].
Goude e voe lakaet da arouez ar seizh proviñs, ha pa voe savet [[Kumuniezh Emren Euskadi]] e voe kemeret da vanniel ofisiel.
 
Linenn 14 ⟶ 17:
 
<gallery>
Skeudenn:Escudo de Bizkaia 2007.svg|Ardamezioù [[Bizkaia]] gant an dervenn he deus roet al liv d'ar groaz wer
Skeudenn:Flag of the United Kingdom.svg|Banniel [[Breizh-Veur|ar Rouantelezh-Unanet]] en deus awenet an dresadenn
Skeudenn:Bandera_Navarra.svg|Banniel ardamezek [[Nafarroa]] en deus awenet an dresadenn ivez
Skeudenn:Flag of the Basque Country by Sabino Arana.svg|Tres kentañ ar banniel: Banniel [[Sabino Arana]]
</gallery>
 
{{Commons|Ikurrina}}
 
[[Rummad:Bannieloù broadel|Euskal Herria]]