Osiris : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Mojenn Osiris: Tot hervez levr Diwan
Linenn 27:
Mont a reas da zegas ar sevenadur da vroioù all, heuliet gant [[Tot]] hag [[Anubis]] hag e lezas e wreg e penn ar vro.
Goude bezañ deut a-benn da seveniñ ar bed a-vezh gant ar c'han hag ar sonerezh e teuas en-dro d'e rouantelezh.
E vreur gevell [[Seth]] en doa gwarizi outañ hag en doa c'haont d vezañ roue en e lec'h. Marteze ivez en doa droug ouzh e vreur abalamour m'en doa kousket hemañ gant e wreg [[NephtisNeftis]] ha m'o doa enghentet Anubis.
E-pad ar banvez a oa aozet evit festañ distro an doue Osiris e kavas an dro da lazhañ anezhañ. Lakaat a reas sevel un arc'h dispar, dezhañ ment Osiris. E-pad ar banvez e kiniga neuze profañ an arc'h-se d'an hini a c'hallfe gourvez ennañ ha stekiñ ouzh ar speurennoù. Un taol esae a reas ar gouvidi an eil war-lerc'h egile met ne zegouehze e vent ouzh den ebet. En Diwezh e teuas tro Osiris a gave plijus ar c'hoari-se. Met ur wezh ma oa aet klok e-barzh, Seth hag ar gbalerien all ha serriñ dor an arc'h ha tachañ anezhañ ken e vougas ar roue e-barzh. Ur wezh kaset an torfed da benn e oa stlapet an arc'h deuet da vezañ un arched en [[Nil]].
 
 
Pa glevas ar c'heloù, Isis a oa rannet he c'halon. Dispenn a reas he dilhad ha troc'hañ he blev kaer. Ha hi ha klask adkavout arched he fried. Dont a reas a-benn da gavout anezhañ hag e kuzhas anezhañ en ur wern, met Seth a gavas anezhañ d'e dro en ur jiboesa. Evit bezañ sur da gaout an dizober eus ar c'horf e tispennas anezhañ e 14 tamm a strewas dre ar vro a-bezh.
[[Isis]] ne gollas ket kalon ha gant sikour he c'hoar [[NephtisNeftis]] e teuas a-benn d'adkavout holl an tammoù, an eil war-lerc'h egile, war-bouez ar c'halc'h a voe lonket gant ur pesk marlonk eus an Nil. Aozañ a reas unan nevez gant pri ha gant skoazell [[Anubis]] e lurellas hag e valzamas ar c'horf, hag Osiris a zasorc'has. Gallout a reas neuze reiñ ur mab dezhi : an doue [[Horus]].
 
Diskaret e oa Seth gant Horus goude se ha lezvarn an doueed a roas dezhañ tron Egipt, dezhañ da gemer lec'h e dad evel Faraon.