Hieroglifoù Egipt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor hag emdroadur: reizhskrivadur
Linenn 11:
 
== Istor hag emdroadur ==
E-pad bloavezhioù eo bet [[Pladenn Narmer]] an enskrivadur hieroglifek kentañ anavezet. Kavet e oa bet e-doug furchadegoù [[Hierakonpolis]] (Kaoum al-Ahmar hiziv) e-tro [[1890]]. Bloaziataet e oa bet e-tro [[31vet kantved kent JK|3000 kent JK]]. E 1998, koulskoude, ur skipailh arkeologourien alaman a oa o furchal een [[Abidos, Egipt|Abidos]] ([[Umm al-Qa'ab]] hiziv) a zizoloas bez U-j a oa d'ur penn-bras rakdinastek; eno e voe adkavet 300 tamm kleiz a oa skrivet kent-hieroglifoù warno. Bloaziataet eo bet ar bez-se e-tro [[33de kantved kent JK|3400 kent JK]].
 
Tri doare arouezennoù a ya d'ober ar hieroglifoù: [[arouezenn]]où [[fonetek]], en o zouez arouezennoù unkensonennek, evel al [[lizherenneg]], met ivez un toullad a verk div pe deir c’hensonenn, [[skeudenn]]où, zo evit ur ger, ha [[dezverker]]ioù, a verk rummad ster ur ger dilizherennet hep merkañ e dalvoudegezh resis.
Linenn 17:
A-feur ma'z ae ar skrivañ war-raok e-touez Egiptiz ez eus deuet lizherennoù eeunoc’h war wel. Setu ar pezh a anver ar [[skritur hieratek]] (implijet gant ar gloer) hag ar skritur [[demotek]] (implijet gant an dud dre vras). Aesoc’h e oa ober gant ar stummoù nevez-se war ar [[papiruz]]. N'eo ket evit kelo-se avat ma'z eas ar skritur hieroglifek war ziskar. Kentoc’h e oa meur a zoare implijet keñver-ha-keñver. War [[Maen Rosetta]] e kaver war un dro ar skriturioù hieroglifek ha demotek.
 
Dalc’het e voe d'ober gant ar hieroglifoù dindan ren ar [[Persed|Bersed]] (a-frapadoù etre ar 6vet hag ar 5vet kantved kent JK.), goude aloubadeg Egipt gant [[Aleksandr Veur]], hag e-pad marevezh [[Makedonia|Makedoniz]] hag hini ar [[Henroma|Romaned]] da c’houde. Evit doare, kemplezhded ar hieroglifoù a c’hoarvezas evel ur respont, evit darn, d'ar saviad politikel distabil a oa o ren. Lod a gred dezho o deus c’hoariet ar hieroglifoù ur roll evit lakaat kemm etre 'gwir Egiptiz' hag an alouberien estrañjour (hag o mevelien eus ar vro). Kement-se a c’hall displegañ kraksoñjoù ar skrivagnerien c’hresian ha roman zo deuet betek ennomp diwar-benn ar hieroglifoù. Un displegadenn all eo an emzalc’h peurzoujus zo bet gant ar C’hresianed hag ar Romaned e-keñver ar sevenadur egiptat dre vras. Desket ganto e oa eus ar hieroglifoù testennoù sakr eo bet sellet gant an aozerien [[gresian-ha-roman]] ouzh reizhiad kemplezh met poellek ar hieroglifoù evel ouzh un doare alegorek, hud zoken, da dreuzkas kevrinoù, gouiziegezh kuzh. Diwar an doujañs-se n'eo ket dedenn zo deuet met diouiziegezh.
 
A-benn ar pevare kantved goude Jezuz-Krist, ne chome mui nemeur a Egiptad gouest da lenn hieroglifoù ha "mojenn" ar hieroglifoù a yae war gresk. Paouezet e voe da implijout hieroglifoù war monumantoù pa voe bet lakaet serriñ an holl [[templ|demploù]] digristen e [[391]] goude Jezuz-Krist gant an [[Impalaer roman]] [[Theodosius Iañ]]; An diwezhañ enskrivadur anavezet zo diwar un templ pell-pell er c’hreisteiz nebeut goude [[391]].
 
Er pevare kantved ivez e voe embannet ar ''Hieroglyphica'' gant [[Horapollo]], un "displegadenn" eus tost 200 arouezenn. Al labour-mañ, hag eñ faziek evit ar pep brasañ, a zispakas pell-pell e aotrouniezh war studi ar hieroglifoù hag e voe kaoz dezho da chom dizispleg e-pad ken pell. Ma'z eo bet lakaet ar pouez war orin gresian ar ''Hieroglyphica'' gant ar skolveuridi e penn-kentañ, e vez klasket kentoc’h bremañ diskouez an oberenn-se evel ur striv spontus a-berzh ur gouizieg egiptat da saveteiñ un amzer dremenet aet da get da vat. Bras e voe levezon ar ''Hieroglyphica'' war arouezouriezh an [[azginivelezh]], peurgetket e levr [[Andrea Alciato]], hag en o zouez ''[[Hypnerotomachia Poliphili]]'' [[Francesco Colonna]].
 
A-hed ar c’hantvedoù e klaskas meur a ouizieg displegañ ar hieroglifoù, peurgetket [[Johannes Goropius Becanus]] er {{XVIvet kantved}} hag [[Athanasius Kircher]] er {{XVIIvet kantved}}; C’hwitadennoù ne voe ken eus ar strivoù-se pe displegadennoù toull diazezet just war ar strollañ soñjoù, diouzh ijin pep hini. Al labour talvoudusañ bet savet war an displegañ hieroglifoù a voe kaset da benn gant [[Thomas Young (skiantour)|Thomas Young]] ha [[Jean-François Champollion]] e deroù ar [[bloavezhioù 1800]]. Dizoloadenn maen Rosetta gant bagadoù soudarded [[Napoleon]] e-pad aloubidigezh Egipt a roas an alc’hwez hollret a dalvezas da Champollion da zisplegañ koulz lavaret an holl hieroglifoù e-tro [[1830]]. Ur pezh trec’h e oa evit diskiblezh nevez an [[Egiptouriezh]].