Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1919 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
E [[1919]] e oa bet gounezet [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn]] gant ar reder [[belgia]]t [[Firmin Lambot]], 24,056 km/e e dizh keitat (15 tennad-hent, 5 660 km).
 
Adkroget e oa bet gant an Dro war-lerc'h an [[Eil Brezel-bed]] dre ma ne oa ket bet redet ar genstrivadeg etre [[1915]] ha [[1918]]. Anat eo e oa fall-spontus an hentoù a oa ret d'ar varc'hhouarnerien tremen dreze ! Aet e oa kuit an Dro eus [[Plasenn ar Genunvaniezh]] ([[Pariz]]) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da [[Sportva ar Briñsed]] ([[Pariz]]) dre ar reter. Dalc'het e oa bet etre an [[29 a viz Mezheven]] hag ar [[27 a viz Gouere]].
 
Krouet e oa bet ar [[Krez melen|C'hrez melen]], bet deroet d'ar reder [[Bro-C'hall|gall]] [[Eugène Christophe]] (ar ''[[Galian kozh]]'' e lesanv) a-raok kregiñ gant an 11{{vet}} tennad-hent etre [[Grenoble]] ([[Isère]]) ha [[Jeneva]] ([[Suis]]).