Gwilhoù Sezneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Gwilhoù Sezneg''' a oa bet ganet d'ar [[1añ Mae|1{{añ}} a viz Mae]] [[1878]] e [[Ploudiern]]. Eno e veze e dud - Yves ha Marie-Anne (bet ganet Colin) o terc'hel un atant bras a-walc'h. Aet e oa e dad da Anaon d'ar [[25 a viz Genver]] [[1884]] ha dre ma ne oa ket gwall droet Gwilhoù gant ar studioù e oa aet kuit eus ar skolaj, d'e 16 vloaz, da labourat en atant a veze renet gant e vamm hec'h-unan.
 
D'an [[18 a viz Gouere]] [[1906]] ec'h euredas gant [[Marie-Jeanne Marc]] (° [[1886]]) ha prenet ganto ur stal gwerzhañ ha dresañ marc'hoù-houarn war leurgêr Ploudiern, e-tal kichen an iliz. Ur verc'h, Mari hec'h anv-bihan, a oa bet ganet d'ar [[1añ Du|1{{añ}} a viz Du]] [[1908]]. Antronoz, dre ma oa kroget an tan en ul lab tostik-tost ouzh e stal e oa bet ret da Sezneg mont enni da saveteiñ e wreg hag e verc'h nevez-c'hanet. Devet e oa bet e zremm hag e zaouarn abalamour da darzhadenn ur bidoniad esañs : kleizhennoù a oa bet dalc'het ouzh e zremm.
 
Bet ganet ur mab, Gwilhom, d'an [[13 a viz Meurzh]] [[1910]].
 
A drugarez d'an digolloù bet paeet d'ar Sezneg gant an asurañs e oa bet savet ur gannerezh