Kastell Chinon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sr:Дворац Шинон
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
==Istor==
Da vare ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h eno, war ur run dreist ar stêr. Kreñvaet e voe c'hoazh gant [[Teobald Iañ (kont Bleaz)]], e dibenn an {{Xvet kantved}}. E-pad an {{XIIvet kantved}} e oa Chinon en [[Anjev]] (a oa dizalc'h diouzh ar rouantelezh c'hall en amzer-se), hag unan eus lec'hioù annez karetañ ar roue saoz [[Herri II (Bro-Saoz)|Herri II Plantagenêt]] e oa. Evel [[Poitiers]] ha [[Bordeaux]] e oa Chinon unan eus ar c'hêrioù a bouez e domanioù an tiegezh Plantagenêt war an douar-bras. Gant Herri II e voe brasaet ar c'hastell a dapas neuze 400 metr hed war 76 metr led). Er {{XIVvet kantved}} e voe ouzhpennet un tour-horolaj 35 metr uhelded. Faezhet e voe ar roue Herri II gant e zaou vab, [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh]] ha [[Yann Iañ (dug Normandi)|Yann]], emsavet outañ, ha mervel a reas er c'hastell d'ar 6 a viz Gouere [[1189]]. Douaret e voe en [[Abati Fontevraud]], evel e wreg [[Eleanora Akitania]] hag e vab Richarzh Kalon Leon diwezhatoc'h.
 
E deroù ar {{XVvet kantved}} e oa an daofin gall [[Charlez VII (Bro-C'hall)|Charlez VII]] o vevañ er c'hastell. Dont a reas [[Janed Ark]] di e penn kentañ he stourm da "vountañ ar Saozon e-maez Bro-C'hall". Anavezout a reas an daofin kuzetkuzhet e-touez an dud all, hervez a gonter, ha gant se e teuas a-benn da lakaat Charlez da vont da roue ha da vodañ un arme.
 
In 1562 the chateau came briefly into the possession of the Huguenots and was turned into a state prison by Henry IV of France. After that it was abandoned until 1793 when, during the Reign of Terror, the castle was temporarily occupied by Vendeans.
E dibenn ar {{XVIvet kantved}} e oa ar c'hastell etre krabanoù an [[Hugunoded]] ha graet e voe un toull-bac'h anezhañ gant [[Herri IV (Bro-C'hall)|Herri IV]]. Dont a reas ar c'hardinal Richelieu da vezañ perc'henn eus ar c'hastell e [[1633]], met ne voe ket dalc'het e ratre goude-se ha kregiñ a reas da gouezhañ en e boull. Gant [[Prosper Mérimée]] e voe lakaet kempennn ar mogerioù, dindan ren [[Napoleon III]].