Africa (proviñs roman) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: als:Africa
D r2.7.3) (Robot kemmet: zh:阿非利加 (羅馬行省); Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr: Africa proconsularis SPQR.png|thumb|right|300 px|Proviñs Africa en [[Impalaeriezh roman]], war-dro 120]]
[[Proviñs roman]] '''Africa''', a glote gant tachenn gozh [[Kartada]] hag aod kornôg [[Libia]].
 
Linenn 8:
 
Meur a adreizhadenn a oa kaset da benn gant [[Augustus]] ha diwezhatoc'h gant [[Caligula]], met [[Glaoda Iañ|Claudius]] an hini a savas bevennoù diwezhañ ar proviñsoù roman ofisiel dre vras. Afrika a oa ur broviñs senedourel. Goude adreizhadennoù melestradurel [[Diocletianus]] e oa rannet en ''Africa Zeugitana'' (anvet ivez ''Africa Proconsularis'', rak gouarnet e oa gant ur [[prokonsul]]) en norzh hag ''[[Africa Byzacena]]'' er su, hag o-daou a oa lodennoù eus ''[[Eskopti Africa|Dioecesis Africae]]''. Chom a reas ar vro dindan an [[Impalaeriezh roman]] betek [[aloubadegoù barbar|aloubadegoù germanat]] bras ar V{{vet}} kantved. Treuzet e oa bet ar mor gant ar [[Vandaled]] a zeue eus ''[[Hispania Baetica|Hispania]]'' e 429 ha kemeret e oa holl ar vro gante adal 439. Sevel a rejont o rouantelezh dezhe o-unan a zalc'he [[Sikilia]], [[Korsika]], [[Sardinia]] hag an [[Inizi Balearez]]. Atahinet e veze ar [[Katoligiezh|Gatoliked]], rak ar Vandaled a oa [[arianegezh|Arianed]].<!--E 476, when the [[Roman Empire]], had finally [[Decline of the Roman Empire|fallen]], it became a remanent of the [[Western Roman Empire|Empire]].--> War-dro fin ar V{{vet}} kantved e krogas Stad ar Vandaled da wanaat ha lezel a reas ar pep brasañ eus an tiriadoù e diabarzh an douaroù e dalc'h ar [[Maoured]] hag ar meuriadoù [[berbered]] all.
[[ImageRestr:As-Hadrian-Africa-RIC 0841,As.jpg|thumb|350px|right|pezh moneiz eus Roma a lid '''proviñs Africa''', skoet e 136 dindan ren [[Hadrian]]. Enkorfadur Afrika zo diskouezet gant un gabell e stumm ur penn olifant.]]
 
E 533, an impalaer [[Justinian]], tennet gantañ un digarez diouzh stourmoù evit ar galloud e rouantelezh ar Vandaled, a gasas e arme renet gant ar jeneral [[Belisarius]] da gemer ''Africa'' en-dro. Faezhet e oa ar Vandaled e berr amzer. Antreal a reas Belisarius e [[Kartada]] ha stagañ a reas ar broviñs ouzh an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh]] en-dro. Dont a reas a-benn ar melestradur roman da argas argadennoù meuriadoù Amazigh ar gouelec'h, ha war-bouez sevel ur rouedad mogerioù difenn e teuas a-benn da gemer en-dro tiriadoù diabarzh an douaroù. Bodet e voe proviñsoù norzh Afrika, hag an douaroù dalc'het gant an Impalaeriezh e Spagn, en [[Eksarc'hiezh Africa]] gant an impalaer [[Mauricius (impalaer)|Mauricius]]. <!--The exarchate prospered, and from it resulted the overthrow of the tyrannical emperor [[Phocas]] by [[Heraclius]] in 610.--> Stabil ha pinvidik e oa ar broviñs e deroù ar VI{{vet}} kantved kement ha ken bihan ma soñjas an impalaer [[Heraclius]] e-pad ur pennad kas e gêr-benn eus [[Kergustantin]] da Garthago. Adalek 640 e rankas an eksarc'hiezh talañ ouzh [[aloubadegoù ar Vuzulmiz|aloubadeg ar Vuzulmiz]], ha daoust da golloù, ur wezh an amzer, e teuas a-benn da argas an tagadennoù betek 698. Er bloavezh-se, un arme vuzulman deuet eus [[Egipt]] a breizhas Kartada hag a aloubas an eksarc'hiezh. Echu e oa da vat gant an impalaeriezh roman e Norzh Afrika. Koll a rae an impalaeriezh roman an hini diwezhañ eus proviñsoù [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]], 222 vloaz goude diskar Roma hag impalaer diwezhañ Impalaeriezh ar C'hornôg, [[Romulus Augustulus]].
Linenn 76:
[[tr:Afrika (Roma eyaleti)]]
[[uk:Африка (римська провінція)]]
[[zh:阿非利加 (羅馬帝國行省)]]