Feur-emglev Versailhez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Heuliadoù evit ar broioù faezhet: Reizhañ liammoù diabarzh
D r2.7.3) (Robot kemmet: ms:Persetiaan Versailles; Kemm dister
Linenn 2:
'''Feur-emglev Versailhez''' zo ur [[feur-emglev]] a oa bet sinet evit degas peoc'h etre pemp bro, [[Bro-C'hall]], [[Alamagn]], [[Breizh-Veur]], [[Aostria]] ha [[Stadoù Unanet Amerika]] goude ar [[Brezel-bed kentañ]].
 
Sinet e voe e [[1919]], goude c'hwec'h miz a gaozeadennoù e Pariz etre dileuridi eus ar broioù-se. Dont a rae da-heul an [[arsav-brezel]] a oa bet sinet e-kichen [[Compiègne]] d'an 11 a viz Du [[1918]]. E gwirionez ne oa bet bet Alamagn o kemer perzh er c'haozeadennoù. Lakaet e voe ar vro-se da zibab etre degemer ar feur-emglev evel ma oa bet savet pe bezañ aloubet gant armeoù ar [[Kevredidi|Re Gevreet]]. Gant ar C'hallaoued e voe lakaet Alamagn da zegemer kiriegezh deroù ar brezel. Graet e voe en doare da wanaat Alamagn, evit ma ne vefe ket gouest da stagañ gant ur brezel nevez. Armeoù Alamagn ne c'halle ket bezañ enno ouzhpenn 100 000 den, ha rediet e voent da gaout an dizober eus o [[lestr-spluj|listri-spluj]], o [[karr-nij|c'hirri-nij]] hag ul lodenn vat eus o [[kanol (brezel)|c'hanolioù]]. Rankout a reas Alamagn dilezel lod eus o douaroù evit gounid Bro-C'hall ha [[Polonia]] dreist-holl, kerkoulz hag o holl [[Impalaeriezh trevadennel Alamagn|zrevadennoù]]. Rankout a reas Alamagn paeañ sammadoù bras, evit "dic'haouiñ" ar Re Gevreet diouzh an dismantroù a oa bet graet en o broioù e-pad ar Brezel-bed kentañ, e Bro-C'hall dreist-holl : 132 vilion a varkoù aour a rankent paeañ. Ne oa bet echuet peurbaeañ an dle-se nemet e [[2010]] !
 
Gwelet e voe ar feur-emglev-se gant tud Alamagn evel un "diktat" un-tu ha direizh. Diwezhatoc'h e voe un arguzenn evit [[Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman|nazied]] [[Adolf Hitler]] da gaout skoazell poblañs Alamagn evit kemer ar galloud ha terriñ "chadennoù Versailhez" evel ma lavarent.
Linenn 29:
Da [[Italia]] e voe roet tammoù eus Aostria ([[Trentino-Alto Adige|Su Tirol]] hag [[Istria]]).
 
Feurioù-emglev all a voe sinet war-lerc'h hini Versailhez da renkañ an harzoù e meur a lec'h, pa oa minorelezhioù enno. Evel da skouer an hini a reer [[Feur-emglev Sèvres]] anezhañ, a oa graet da zismantrañ an [[Impalaeriezh otoman]].
<!-- interwiki -->
 
[[Rummad:Feurioù-emglev|Versailhez, Feur-emglev]]
[[Rummad:Istor Europa]]
[[Rummad:Brezel-bed kentañ]]
 
<!-- interwiki -->
 
[[af:Verdrag van Versailles]]
Linenn 88 ⟶ 87:
[[mn:Версалийн гэрээ]]
[[mr:व्हर्सायचा तह]]
[[ms:PerjanjianPersetiaan Versailles]]
[[my:ဗာဆိုင်းစာချုပ်]]
[[nl:Vrede van Versailles (1919)]]