Hedvig Ulrika De la Gardie : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: it:Hedvig Ulrika De la Gardie; Kemm dister
Linenn 1:
'''Hedvig Ulrika De la Gardie''' ([[Stockholm]], Sveden 1761 – [[Stockholm]] 1832) a oa un dimezell a enor svedat. [[Pried]] e oa da [[Gustaf Mauritz Armfelt]]. Gouarnerez priñsed tiegezh [[roue Sveden]] e oa etre 1799 ha 1803.
 
== He buhez ==
Merc'h e oa d'ar c'hont Carl Julius [[De la Gardie]] ha d'ar gontez Magdalena Christina [[Stenbock]].
 
[[Dimezell a enor]] e oa gant ar [[rouanez Sveden|rouanez]] [[Sofia Magdalena Danmark]], pried [[Gustav III]] .
 
E miz Eost 1785 e timezas e [[Palez Drottningholm]] da [[Gustaf Mauritz Armfelt]]. Armfelt en doa c'hoant da zimeziñ dezhi abalamour d'he renk ha d'hec'h anv ; doujañs outi en doa, karantez n'en doa ket, hag ur pried-kleiz en doa, anvet [[Magdalena Rudenschöld]]. <br />
Linenn 13:
 
Urzh a oa bet roet da gregiñ en he fried, met hennezh a deuas a-benn da skampañ kuit. Se zo kaoz e voe-hi bac'het meur a wech en Roma ha Venezia, e-pad he beaj eus Italia da [[Riga]], en [[Livonia]], en 1794. Kondaonet e voe he gwaz d'ar marv ''in absentia'' en abeg d'e drubarderezh, hag harluet e voe eus Sveden ha difennet outi ober gant e anv. Dre ma oa bet dimezell a enor gant ar rouanez e voe aotreet da virout he goprig-emdennañ hag un toullad gwenneien a voe roet dezhi da veajiñ gant an [[Karl XIII|Dug Karl]]. [[Axel von Fersen ar Yaouankañ]] an hini a reas war-dro an afer-se e Sveden. Hi avat a gave dezhi e oa digablus he fried, en-ofisiel da vihanañ. <br />
O chom e oant e [[Kaluga]], dindan warez [[Katelin II]]. Hedvig Ulrika a reas evit he fried meur a wech. Mont a reas da welout an tsar [[Pavel Iañ Rusia]] da c'houlenn doareoù-bevañ gwelloc'h, e 1796, met kaeg a reas.
 
En 1797 e voe diskleriet e oa [[Gustav IV Adolf]] prest da ren , ha di d'e gaout da gaout aotre da zistreiñ da Sveden, da c'hallout kemer anv he fried, ha da gaout promesa ne vije ket klasket kregiñ ennañ ken hag e vije laosket Armfelt da vevañ e lec'h a garfe, nemet e Sveden ha Rusia, da ehanañ an heskinerezh a-enep dezhañ . Neuze e teuas a-benn da gaout aotre digant an [[impalaer Rusia|tsar]] da leuskel Armfelt da guitaat Rusia, hag e 1798 ez eas gantaén da [[Berlin|Verlin]].
En 1799 e tistroas Hedvig da Sveden ma voe anvet e penn lez bugale ar rouaned. Asantiñ a reas kemer ar garg gant ma vije laosket he fried, Armfelt, da zistreiñ da Sveden. <!--
She was granted her wish, which was realised in 1800, after she had threatened to resign if the agreement was not honoured; Armfelt was informed that his exile hade been lifted of consideration of his wife and mother. Hedvig aveze kanaet meuleudi bras d'he fealded ouzh he fried, Armfelt avat a veze lavaret de oa ket dellezek anezhi. She left her position at court in 1803 with the customary title of Excellensy.
 
Linenn 28:
 
[[en:Hedvig Ulrika De la Gardie]]
[[it:Hedvig Ulrika De la Gardie]]
[[sv:Hedvig Ulrika De la Gardie]]