Listri kanopat : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
[[Image:AncientEgyptjars.jpg|thumb|150px|left|Egyptian organ jars where a body's organs are placed in burial.]]
 
En Henegipt e veze graet listri kanopat eus pevar lestr a veze miret enne flugez balzamet ar re varv. Graet e vezent gant maen-raz, alabastr, pri-poazh pe feilhañs. Lakaet e vezent e-kichen ar [[sarkofagenn]] war ur c’hef pe ur penton.
 
Graet e veze an anv-se ivez eus listri a veze dalc’het enno dour an [[Nil]] evit evañ pe eus listri ma vez lakaet korf loened sakr a vee lakaet e-kichenn ar [[balzamegennoù]].
 
 
== Orin an anv ==
 
Hendraourien eus an {{XIvet kantvet}} an hini o dije badezet al listri-se diwar an anv-gwan latin « canopeus » : ''eus Kanopos''. [[Kanopos]] (pe Kanobos) eo an anv a veze graet gant ar C’hresianed eus ar gêr egiptat Pikouat, e kornôg delta an Nil. Eno, da-larâs ar C’hresianed, e veze azeulet un doueez dezhi neuz ur picher.
 
A-hervez e voe dizoloet implij al listri kanopat gant [[Jean-François Champollion |Champollion]]. Skrivañ a rae d’an [[12 a viz Du]] [[1812]], e-keit ha ma oa oc’h imbourc’hiñ unan eus al listri kañv-se :
« [...] Adlaaat a rejomp al lestr kanopat en dour berv hag aes e voe deomp tennañ un draezenn diouzh an deun anezhañ. Gronnet e oa en un tamm lien tanav, dezhañ c’hwec’h meudad led hag eizh meudad hed. […] Danvez loenel e oa, heñvel a-walc’h e neuz ouzh hini avu, kalon pe felc’h un den. […] Tostoc’h e oa d’ar felc’h dre e dolzennad<ref>Jean-François Champollion - Sa vie et son œuvre - 1790-1832 gant [[Hermine Hartleben]], pajenn 123.</ref>.
 
== Emdroadur ==
[[Image:Krukkerberlin.jpg|thumb|Listri kanopat egiptat dezho penn bugale [[Horus.]]]]
 
Ne gemmas ket niver al listri-se a-hed ar c’hantvedoù, o stumm avat a cheñchas. Da gentañ e vezent kofek hag eeun a-walc’h. Adalek ren [[]Amenofis III] ([[nevezimpalaeriezh]]) e teujont da vezañ mistroc’h, dezhe diskoaz uhel hag ur sichenn strizh. Krennoc’h e teuas o stumm da vezañ e-pad ar [[Maread Izel]].
 
En em dreiñ a reas ar stoufoù ivez. Ront pe plaen da gentañ e kemeront neuz an hini marv da vare an [[nevezimpalaeriezh]]. Adalek an {{XVIIIvet tierniezh}} an hini e krogas implij al stoufoù, dezhe stumm pevar bugel [[Horus]] evel ma c’haller o gwelet war ar skeudenn. E-doug [[prantad ar Ramsesed]] e teujont da vezañ implijet gant an holl.
 
 
== Valeurs symboliques ==
 
Karget e oa pevar bugel Horus da wareziñ pep a lestr disheñvel hag an organoù a oa ennañ gant skoazell doueezed disheñvel.
Lakaet e veze pep lestr kanop en ul lec'h resis eus ar bez a glot gant unan eus ar pevar avel.
Setu amañ da-heul roll al listri gant an organ a veze miret ennañ, anv an doue hag an doueez gwarezer, hag an tu eus ar bez ma veze lakaet :
 
* An [[avu]] :
** An doue [[Amset]] dezhañ penn un den
** An doueez [[Isis]] ;
** Ar c’hreisteiz.
 
* Ar [[skevent]] :
** An doue [[Hâpi]] dezhañ penn ur [[babouz]] ([[Babouz melen |kinokefal]]) ;
** La déesse [[Nephtys]] ;
** An norzh.
 
* L'[[estomac]] :
** An doue [[Douamoutef]] dezhañ penn un aourgi ;
** An doueez [[Neith]] ;
** Ar reter.
 
* Ar [[bouzelloù]] :
** An doue [[Qebehsenouf]] dezhañ penn ur [[falc’hun]] pe ur [[sparfell]] ([[hierakokefal]]) ;
** An doueez [[Serket]] ;
** Ar C’hornôg.
 
 
 
 
== Notennoù ==
 
<references/>
 
 
[[bg:Каноп]]
[[cs:Kanopa]]
[[de:Kanope]]
[[en:Canopic jar]]
[[es:Vaso canopo]]
[[fi:Kanooppiastia]]
[[it:Vasi canopi]]
[[nl:Canope]]
[[no:Kanopiktiske krukker]]
[[pl:Kanopa]]
[[pt:Vaso canopo]]
[[simple:Canopic jar]]
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
{{henegipt}}
 
[[Rummad:Doueed Henegipt]]
[[Rummad:Meneger egiptek]]