Kebec'hsenouf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : {{henegipt}} Rummad:Doueed Henegipt Rummad:Meneger egiptek
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
 
Kebec'hsenouf (pe ''Kebec'hsenef''), er vitologiezh egiptat, zo unan eus pevar bugel [[Horus]] a veze karget da zifenn flugez balzamet ar re varv. Gwareziñ a rae ar bouzelloù. Talvezout a ra e anv un dra bennak e-giz : ''"Evad-kinnig ma breur"''<ref> Budge, E. Wallis. ''The Book of the Dead: The Papyrus of Ani''. (1895) [http://www.sacred-texts.com/egy/ebod/ebod39.htm]</ref> .
 
Adalek diwezh an XVIIIvet tierniezh e vez roet da stoufoù al [[listri kanopat]], neuz o doue gwarezer. Diskouezet e vez Kebec'hsenouf gant penn ur falc'hun.
 
Evit bezañ gouest da gas e gefridi da benn, an doue a ranke bezañ skoazellet gant an doueez [[Serket]] ha e oa ret lakaat e lestr kanopat e kornôg ar bez.
 
Graet e veze ar Re Skedus, gwarezerien korf Osiris, eus pevar mab Horus ([[Amset]], [[Hapi]] ha [[Douamoutef]] eo ar re all) , a-gevret gant Maa-atef-f, C'heri-bek-f, hag Horus-C'henti-maa.
 
:''[Qebhsennuf a lâr :] "Me zo da vab, O Osiris Ani, trec'hour. Deuet on da wareziñ ac'hanout. Serret em eus da eskern, ha bodet em eus da izili en-dro. Kaset em eus da galon ganin ha lakaet em eus anezhañ war e dron e-barzh da gorf. A-drugarez din en deus graet berzh da diegezh war da lerc'h, O te a vev da viken."'' <ref>[http://www.sacred-texts.com/egy/ebod/ebod39.htm]</ref>
 
 
==Notennoù==
 
 
<references />
 
[[ca:Kebechsenef]]
[[de:Kebechsenuef]]
[[fr:Kébehsénouf]]
[[lt:Kebeksenufas]]