William Faulkner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: mzn:ویلیام فاکنر
D →‎Buhez: Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 12:
Emouestlet e oa er [[Royal Air Force]] e [[Toronto]] ([[Kanada]]), met ne c'hellas ket ar Falkner yaouank mont da glask ar gloar er [[Brezel bed kentañ]] pa deuas ar [[peoc'h]] e [[1918]].
E [[1919]] e lakaas embann ur [[barzhoneg]] "L'après-midi d'un faune" (sic) dindan e anv-pluenn William Faulkner. Eus ar fazi graet gant e embanner kentañ e vije deuet al lizherenn ouzhpennet.
E-pad 7 vloaz e skrivas [[barzhoneg]]où ha [[skridvarnerezh|skridoù barnerezh]] lennegel en ur glask brud e [[Memphis]] ([[Tennessee]]), an tostañ kêr vras hag ivez en [[Orleañs Nevez]], [[New- York]] hag e [[Pariz]] ivez.
E [[1929]] e timezas gant Estelle Oldham ha mont a rejont da chom da Orleañs-Nevez.
E wreg, dizimezet, a oa daou vugel dezhi hag advabañ a reas anezho. Prenañ a reas un ti kaer "ante bellum" (mod tiez ar berc'hennerien vras en amzer ar [[sklavelezh]]), Rowan Oak e anv.