Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 56:
:: Mont a ra a-enep an implij a vez graet peurliesañ war a seblant : Ἀφροδίτη / Aphrodítê zo Aphrodite gant A. Gleoneg (''Prometheus'' 148, Drezen a ra "Kupris" anezhi),Afroditi e levr Istor Diwan hag Aphrodite e levr Istor TES (p 65),Afrodite gant R. Hemon (Al Liamm 81& 82); Κυβέλη Kybélê zo Kubêlé en ''Notennoù db ar Gelted kozh'' p. 389 ha Kibele gant R. Hemon (Al Liamm 81& 82); Ἀριάδνη Ariádnê (Ariane )zo Ariadne e levr Diwan p. 67. A-du arall petra soñjal neuze eus anvioù gourel a echu gant ης evel Euclide Εὐκλείδης Eukleidês pe Εὐριπίδης / Euripídês a vez skrivet gant an dibenn -es e brezhoneg.
N'emaon ket a-du gant an eeunadur-se-se. Lakaat a rafen kentoc'h -e.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 24 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)
 
 
::: war a welan n'eus implij boas unvan ebet - kemmañ a ra a skrivagner da skrivagner, a di-embann da di-embann hag a levr da levr evel ma tiskwel splann ha sklaer ar kouerioù degaset a-us. Setu e pelec'h emañ an dalc'h - n'eo ket trawalc'h lâret "heuliomp skouer hon araokidi", rak ne oa ket unvan ar pezh a oa bet savet gante, ha neuze ne deu ket gwall sklaer pe araokidi resis e rankfemp heuliañ. Me gav din e vez kavet stummoù a bep suert evel-hen rak betek-hen, evit abegoù teknikel 'michañs, ne oa ket bet pledet gant seurt aferioù en un doare a-stroll dre lakaat da dalvezout pennaennoù skiantel ha neuze e vez kavet taol ouzh taol stummoù deuet diwar ar galleg, reoù all diwar ar saozneg, reoù all war-eeun diwar ar gresianeg ha reoù all c'hoazh diwar ar gersianeg met brezhonekaet en un doare disheñvel bewech. Ne welan ket perak ne vefe ket ur re reolennoù eeun hag unvan hag erbedet o implij war ar wikipedia daosut ha ma c'hellfe bezañ savet diwarne stummoù ha ne glotfent ket atav 8ral a wezh e gwirionez) gant ar stummoù 8e liester) bet implijet gant tud all e lec'h all. Pa vez reolennoù sklaer, d'an nebeutañm, e ouzer penaos brezhonekaat anvioù chomet dizimplij e brezhoneg a-raok.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 24 C'hwe 2007 da 17:14 (UTC)
 
==Kinnig 6: Morfologiezh (II) - dibenn -εια==
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.