Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 71:
: Amañ ivez ez a a-enep an implij a vez graet war a seblant, evit pezh a sell Odisseia d'an nebeutañ : Odusseia (Vallée),Oduseia (Diwan p.63), Odisseia (TES p. 62). Ne dosta ket an anvioù diouzh ar gresianaeg tamm ebet. Ne welan ket petra a zegas : kentoc'h mesk o vezañ ma'z eus dibennoù all en -ea e gresianeg. N'emaon ket a-du. Displegañ din mar plij. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 24 C'hwe 2007 da 15:59 (UTC)
 
:: Sevel ur roll kinnigoù am boa graet hag a c'hellfe bezañ degemeret pe get. A-du on-me gant an darn vrasañ eus ar c'hinnigoù met n'on ket a-du dre ret gant an holl anezhe (n'ahallan ket, da skouer, bezañ a-du koulz gant impli <u> ha gant implij <nowiki><y></nowiki> evit treuzskrivañ uspilon, evel-just). N'on ket gwall sur hag-eñ on-me a-du gant ar c'hraf-mañ pe get met lakaet e oa bet er roll e-touz ar re all dre ma oa bet koazet diwar e benn e lec'h all dija. Pa oa bet savet ar roll ne oa ket bet savet ganin evit ober plijadur d'am dibaboù-me met evit klask lakaat un tamm urzh war an dachenn-mañ dre unvanaat boazioù bet implijet dija war ar wikipedia pa oa bet savet pennadoù enne pe gante da ditl anvioù divoutin gresianek. Ret eo lâret ivez n'eoi ket ganin-me e oant bet savet ar pennadoù-se: n'em eus graet nemet klask gwelet sklaer pesuert reolennoù a oa bet implijet gant an dud pa oa bet brezhonekaet seurt anvioù. Ma ali am eus roet ivez, eve-just, evel n'esu forzh peseurt implijer all. Setu, war ar c'hraf resis-mañ e posubl-tre e votfen a-enep ur wezh digoret ar prantad-mouezhiañ, piv 'oar?
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 24 C'hwe 2007 da 17:54 (UTC)
 
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.