Francesco Maria Iañ della Rovere : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
==E dud==
[[Restr:Tizian 062.jpg|thumb|230px|Francesco Maria Della Rovere, poltredet gant [[Tizian]].]]
Mab e oa da [[Giovanni Della Rovere]], aotrou [[Senigallia]] ha [[Kabiten Jeneral an Iliz]], ha da [[Giovanna da Montefeltro]], merc'h da [[Federico Iañ II da Montefeltro]]. Kelennet e voe en e yaouankiz gant [[Ludovico Odasio]].
 
En 1502 e voe kollet Senigallia gant an tiegezh [[Della Rovere]], goude bet aloubet gant [[Cesare Borgia]], mab d'ar pab Alesant VI, hag a deuas da vout mestr war ar [[Marche]].
 
E eontr [[Guidobaldo Iañ da Montefeltro]] n'en doa bugel ebet
ha lakaat a reas e niz da zont d'e lez da Urbino en 1504. E advabañ a reas, ha setu Francesco Maria da bennhêr.
 
==Dimeziñ==
Dimezet e voe da [[Eleonora Gonzaga della Rovere|Eleonora Gonzaga]], ([[Mantova]], 1493–1570 [[Urbino]]), a oa merc'h da [[Francesco II Gonzaga]], markiz Mantova, ha da [[Isabella d'Este]], ur verc'h da [[Ercole I d'Este]], [[dug Ferrara]]. 14 vloaz e oa ar plac'h nevez.