Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 122:
'''Kaoz an tau hag an theta'''. Skrivet e vezont er memes doare (T) er skridoù embannet gant ''al Liamm'' evit doare, sellet ouzh ''Hipolitos'' en niverennoù 80 p. 151-179 ha 81 p. 215-239; . Evel just e vezont skrivet T e levr Diwan ivez. E levr TES, hag e Prometheus ereet e lenner th evit theta, memes e rakskrid R. Hemon :
Μαραθών / Marathôn : Maraton (Diwan p.67), Marathon (TES p.73, ''Prometheus ereet'' p.11); Προμηθεύς / Promêtheús : Prometeus (Diwan p.78), Prometheus (''Prom''. p. 7) ; Παρθενών / Parthenốn : Partenon (Diwan p. 81), Parthenon (Rakskrid R. Hemon da ''Brometheus'' p. 8, TES p. 77); ha c'hoazh an doueez Ἀθηνᾶ : Atena (Diwan p. 74), met Athena (TES p. 65, ''Prometheus'' p. 152, ''Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh'' p. 95), ha kêr Aten (Diwan ha TES) met Athen (gant A. Gleoneg , ''Prometheus'' p. 152)
Kavet em eus ur pennad-skrid gant R. Hemon en ''Hor Yezh'' 12/1 (1957) a zispleg an doare ma tlefe ar gerioù hag an anvioù estren bezañ skrivet. Displegañ a ra ar c'hemm zo c'hoarvezet en e zoare da skrivañ etre 1928 (ebannadur ''Prometheus ereet'') ha 1960 (Troidigzeh Hipolit).
Implijet e vez an TH abaoe M. Mordiern, gant R. Hemon e skridoù zo... Implijet eo gant TES diouzh boaz.
 
Da'm soñj e vefe mat degemer an TH. Bihan-kenañ eo ar c'hemm ha tostoc'h e vo ar gerioù eus o stumm etrebroadel. Sklaeroc'h e vo o etimologiezh. Ne zegas diaester ebet e-keñver an distagadur. Aesoc'h e vo d'ar vugale adkavout an anvioù en ur geriadur hag e-giz-se ne vo ket mesket anvioù zo hep abeg.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 25 C'hwe 2007 da 20:05 (UTC)
 
::ya, just a-wal'h - aze 'mañ an dalc'h: n'int ket heñvel na tamm ebet ar stummoù bet implijet betek-hen hag implijet c'hoazh. Ha ne vefe ket matneuzemat neuze sevel un tamm reolennoù sklaer diwar ar boazioù implijetañ? Betek-hen d'am soñj n'eu bet kaset da benn labour a-stroll ebet war an dachenn-mañ. Dimp-ni neuze d'hen ober, rak mallusoc'h-mallusañ e teu da vezañ seurt divizoù hag implijoù yezhel (hag unan bennak all ez eus hag a embann kement e brzhonegbrezhoneg ha war ar wikipedia?).
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 24 C'hwe 2007 da 17:17 (UTC)
 
::Ne'z afen ket ken pell war an dachenn-se. Da lâret eo ne soñj ket din n'eus mann da welet etre ar stummoù bet implijet betek-henn. Disheñvelderioù zo alies met n'eus akademiezh ebet evit ar brezhoneg hag an deskadurezh en hor yezh n'eo ket kozh, reizh eo. A-raok ma vefe kelennet ar galleg (IIIde republik) e veze laosk a-walc'h ivez ar reizhskrivadur anezhañ. Kalz traoù heñvel zo en doare da skrivañ an anvioù gresianek e brezhoneg. Ar c'hemmoù brasañ da'm soñj a zeu eus doare skrivañ ar gresianeg "ph", "th" hag "y".
Reolennoù zo met embannet gant tud disheñvel ha gant menoioù disheñvel.
Ali a-walc'h e vefen mont da-heul reolennoù TES pe Diwan dre ma vezont desket hag implijet gant ar vugale. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 25 C'hwe 2007 da 20:05 (UTC)
 
==Kinnig 9: Treuzskrivadur upsilon==
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.