Lucien Petit-Breton : diforc'h etre ar stummoù

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(+ E fichenn el lu gall)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Pa erruas en Europa e voe ret dezhañ deskiñ galleg en-dro. Peogwir e oa ur reder all anvet '''Breton''' e kemeras an anv '''Petit-Breton'''.
 
Evel en Arc'hantina e krogas da redek e marc'houarnvaoù. E Paris e redas, hag e [[Chicago]] hag [[Evrog Nevez]] ivez e redadegoù "c'hwec'h devezh". Gwech ebet ne c'hounezas, rak er redadegoù-se a veze redet dre skipailhoù, e veze emglev etre ar rederien ha gwerzhet an trec'h etreze, en desped dezhañ a-hervez. Nag evit-se ! Gounit brud a reas bepred ma ne c'hounezas ket arc'hant e-leizh, ha plijout kenañ a rae d'an dimezelled a zerede d'e welout.
 
Kregiñ a reas da redek war an hentoù, ha gounit a reas ar "Bol d'Or" e [[1904]].
E [[1905]] e klaskas diskar [[rekord an eur]] a oa dalc'het gant an amerikan Hamilton, gant 40,781 km abaoe [[1898]] : kaset e voe gantañ da 41,110 km, er marc'houarnva ''Buffalo'' e [[Pariz]].
Gounit a reas [[Pariz-Teurgn]] e [[1906]], hag ar redadeg kentañ [[Milan-Sanremo]] e [[1907]].
 
Dre ziv wech e voe trec'h e [[Tro Bro-C'hall]], e [[1907]] hag e [[1908]], goude bezañ gounezet gantañ daou [[dennad]] er bloaz kentañ, ha pemp en eil. Ar c'hentañ reder e voe o c'hounit an dro div wech.
 
Redek a reas betek [[1914]], ma reas e Dro Bro-C'hall diwezhañ, ret dezhañ dilezel goude nav zennad er bloavezh-se.
*E 1911 : dilez goude bezañ gounezet un tennad.
 
== Dave ha notennoù ==
<references/>
 
{{perzhier ar marc'houarnerezh}}
62 862

kemm