Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 59:
: "Penelop'''e'''" (< Πηνελόπ'''η''')
 
:: Mont a ra ar c'hinnig-se a-enep an implij a vez graet peurliesañ war a seblant : Ἀφροδίτη / Aphrodítê zo Aphrodite gant A. Gleoneg (''Prometheus'' 148, Drezen a ra "Kupris" anezhi),Afroditi e levr Istor Diwan hag Aphrodite e levr Istor TES (p 65),Afrodite gant R. Hemon (Al Liamm 81& 82); Κυβέλη Kybélê zo Kubêlé en ''Notennoù db ar Gelted kozh'' p. 389 ha Kibele gant R. Hemon (Al Liamm 81& 82); Ἀριάδνη Ariádnê (Ariane )zo Ariadne e levr Diwan p. 67. A-du arall petra soñjal neuze eus anvioù gourel a echu gant ης evel Euclide Εὐκλείδης Eukleidês pe Εὐριπίδης / Euripídês a vez skrivet gant an dibenn -es e brezhoneg.
N'emaon ket a-du gant an eeunadur-se-se. Lakaat a rafen kentoc'h -e.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 24 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)
 
Linenn 65:
::: war a welan n'eus implij boas unvan ebet - kemmañ a ra a skrivagner da skrivagner, a di-embann da di-embann hag a levr da levr evel ma tiskwel splann ha sklaer ar kouerioù degaset a-us. Setu e pelec'h emañ an dalc'h - n'eo ket trawalc'h lâret "heuliomp skouer hon araokidi", rak ne oa ket unvan ar pezh a oa bet savet gante, ha neuze ne deu ket gwall sklaer pe araokidi resis e rankfemp heuliañ. Me gav din e vez kavet stummoù a bep suert evel-hen rak betek-hen, evit abegoù teknikel 'michañs, ne oa ket bet pledet gant seurt aferioù en un doare a-stroll dre lakaat da dalvezout pennaennoù skiantel ha neuze e vez kavet taol ouzh taol stummoù deuet diwar ar galleg, reoù all diwar ar saozneg, reoù all war-eeun diwar ar gresianeg ha reoù all c'hoazh diwar ar gersianeg met brezhonekaet en un doare disheñvel bewech. Ne welan ket perak ne vefe ket ur re reolennoù eeun hag unvan hag erbedet o implij war ar wikipedia daosut ha ma c'hellfe bezañ savet diwarne stummoù ha ne glotfent ket atav 8ral a wezh e gwirionez) gant ar stummoù 8e liester) bet implijet gant tud all e lec'h all. Pa vez reolennoù sklaer, d'an nebeutañm, e ouzer penaos brezhonekaat anvioù chomet dizimplij e brezhoneg a-raok.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 24 C'hwe 2007 da 17:14 (UTC)
 
:::: N'emaon ket a-du ganit tamm ebet. Kemmoù zo a-wezhioù. Boazioù zo memes tra en desped d'an diforc'hioù a gaver. Amañ da skouer e hañval ganin ez eo anat e vezer boaz da skrivañ "e" e brezhoneg evit "η" abaoe Meven Mordiern. N'eo ket bet amprestet ar ger Europa digant ar gresianeg moarvat met digant ar saozneg ha setu tout. N'eo ket marv mil den kavout un esparadenn ur wezh an amzer ouzhpenn. Petore yezh n'he deus ket? Diouzh an tu all me 'gav din goude ur sizhunvezh klask e ranker derc'hel ar muiañ ar gwellañ, n'eo ket kement-se d'ar pezh zo bet savet gant hon diagentidi met d'ar pezh a vez kelennet er skolioù brezhoneg pa vez graet mat a-walc'h. Setu ez on ali abalamour da se derc'hel dre vras d'an dibaboù a gaver e levrioù diwan ag a zo bet dispeget gant R. Hemon en niverenn 12 eus kentañ rummad ar gelaouenn ''Hor Yezh'' (gwelet pelloc'h). Ar pezh ne dalv ket memes tra degemer pep tra hag an anvioù treuzskrivet fall Da skouer e lennan Θουκυδίδης / Thoukudídês skrivet Tusidides e levr diwan p. 72 ha Thoukikides e levr TES p. 87. Choas a rafen skrivañ K e-lec'h S evel e levr TES evit an anv-se --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 00:31 (UTC)
 
==Kinnig 6: Morfologiezh (II) - dibenn -εια==
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.