Chapel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 6:
 
==War ar maez==
Hiziv eo perc'hennet ar chapelioù gant ar c'humunioù dreist-holl, evel an ilizoù-parrez, en abeg da lezenn 1905 he deus tennet digant an Iliz katolik hec'h holl madoù, evel ar presbitalioù, ar skolioù, ha kement 'zo.
E parrezioù katolik Breizh e oa ar chapelioù dindan renerezh [[person]] ar barrez, hag a-wechoù dindan ur [[c'hure]] pa oa unan.
A-wechoù ez int perc'hentiezh tud prevez (manerioù, kestell) pe an eskoptioù evit ar savadurioù bet savet goude 1905.
 
Forzh piv a vefe perc'henn warno ez eo ar person, bet lakaet war e bost gant e eskob, an hini eo en deus ar gwir da implij ar chapel pe an iliz-parrez, keit ha ma vez lidet ingal en o diabarzh. Ma ne vez mui a lidoù ingal e c'hell ar prefed goulenn ouzh an eskob ma vefe disakret.
Hiziv eo perc'hennet ar chapelioù gant ar c'humunioù dreist-holl.
 
C'hoarvezout a ra muioc'h mui d'ar chapelioù bezañ implijet evel salioù da werzhañ pezhioù-arz (sant Sebastian Lanniliz), da aozañ sonadegoù (Langristin Plougastell), ha zoken da werzhañ traoù evit an douristed (e bro-Leon emañ evel-se pergen er chapelioù evit an Anaon er c'hlozioù-iliz) pe mirdioù (Sant Jozef Lesneven). Lod anezho, e manerioù pe e skolioù 'zo da skouer, a vez implijet evel salioù-levraouegiñ.
 
Kalz chapelioù a zo bet serret gant ar skolioù bet stadelaet ha gant ar skolioù katolik dindan gevrat gant ar Stad, pe gwerzhet da dud prevez (Chapel ar Gabusined e Landerne a zo mirdi prevez tiegezh Edouard Leclerc e Landerne).
 
Lod a vez lakaet e gwerzh gant ar c'homunioù dre ma n'he deus ket mui ezhomm an Iliz anezho ha dre ma koustont ker da zerc'hel e stad vat (ar Galon Sakr e Pont-n-Abad).
 
A feur ma koazh ar relijion gatolik er vro ez a war vihanaat ar pardonioù a vez lidet er chapelioù war ar maez. A-wechoù ne vez mui a bardon rik met hepmuiken ur gouel laikaet mui-ouzh-mui, evel Pardon Duod. Diaesoc'h-diaesañ eo kavout ur chapel digor war ar maez ha zoken da gavout un alc'hwez en ti tostañ d'he gweladenniñ.
 
Goude an eil brezel-bed oa bet ganet un emsav kreñv a-walc'h da saveteiñ chapelioù 'zo : [[Breiz Santel]]. Abaoe e kendalc'h ar gengevredigezh-se gant he roud daoust d'an diaesterioù. Servijoù an douristelezh a ra stad eus ar chapelioù en o bruderezh rak brudet-kaer eo Breizh evit he chapelioù.
 
==En un iliz==