Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 150:
::Ne'z afen ket ken pell war an dachenn-se. Da lâret eo ne soñj ket din n'eus mann da welet etre ar stummoù bet implijet betek-henn. Disheñvelderioù zo alies met n'eus akademiezh ebet evit ar brezhoneg hag an deskadurezh en hor yezh n'eo ket kozh, reizh eo. A-raok ma vefe kelennet ar galleg (IIIde republik) e veze laosk a-walc'h ivez ar reizhskrivadur anezhañ. Kalz traoù heñvel zo en doare da skrivañ an anvioù gresianek e brezhoneg. Ar c'hemmoù brasañ da'm soñj a zeu eus an doare da skrivañ ar gresianeg χ, "ph", "th" hag "y". Ali a-walc'h e vefen mont da-heul reolennoù Diwan pe TES dre ma vezont desket hag implijet gant ar vugale. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 25 C'hwe 2007 da 20:05 (UTC)
 
χKinnig a ginnigerreer diskrivañ χ gant c'h. Penaos e veze graet betek-henn? R. Hemon a erbede "ch e gerioù gresianek, amprestet rag-eeun pe dre al latin, a c'hell bezan diskrivet k: kloroform, kronometr kiasma, drakmenn, hogen chinchilha, charadenn, machinegezh, gouach, pa vez distaget , // pe ur son damhenvel en darn vuian eus ar yezhoù." (Hor Yezh 12/4).
Kavout a ran ar skouerioù : Ἀχαιοί Akhaioí skrivet Akeaned (Diwan p 60 ha TES p. 62) ; Ἀχιλλεύς Akhilleús diskrivet Akilleus (Diwan p 63 ha TES p. 62) ; Χρόνος Khrónos diskrivet Kronos (Prometeus p. 30 & Diwan)Ha kement zo... Peurliesañ eta e vez lakaet K evit diskrivañ χ hervez reolenn. Kavet em eus ivez ur skouer gant Χῖος Khîos Chios (Diwan p. 65) ha Kios (TES p. 75). Un dibab a oa d'ober.
 
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.