Makuria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
|stat_pop1 =
}}
 
 
'''Makuria''' ([[arabeg]] مقرة; ''al-Mukurra'' pe ''al-Muqurra'') a oa ur [[rouantelezh]] lec'hiet er pezh a zo hiziv norzh [[Soudan]] ha su [[Egipt]]. Unan e oa eus rouantelezhioù [[Nubia|nubiat]] a oa deuet war wel goude diskar [[Rouantelezh Kush]] a aotrounie ar rannvro etre 800 kent J-K ha [[350]]. Da gentañ e talc'he un dachenn hag en em astenne a-hed an [[Nil]] eus an Trede Lamm-froud betek ar pempvet lamm-froud pe ar c'hwec'hvet lamm-froud. Kontrolliñ a rae ivez an hentoù-kenwerzh hag ar mengleuzioù en [[dezerzh]]. [[Dongola]] a oa e gêrbenn ha hervezi e vez anezhi gwechoù 'zo.
 
Gounezet e oa bet d'ar feiz kristen e fin ar {{VIvet kantved}} met aloubet e voe [[Egipt]] gant al luioù [[islam]]at ha dispartiet e voe ar vro eusdiouzh ar peurrest eus ar bed kristen. Ul lu [[arab]] a aloubas anezhi e [[651]] met faezhet e voe ha sinet e voe ur feur-skrid, [[baqt]] e anv. Goude-se e padas ar peoc'h betek an {{XIIIvet kantved}}. E-pad ar marevezh-se e vrasaas Markuria. Stagañ a reas e amezeg an norzh, [[Nobatia]] e-pad an aloudabeg arab pe e-pad ren ar roue [[Merkurios]].
 
Goude an {{XIIIvet kantved}} e krogas ar rouantelezh da ziskar abalamour da drubuilhoù diabarzh ha da aloudabegoù egiptat. Fontañ a rae er {{XIVvet kantved}} ha skrapet e voe e dachenn gant meuriadoù kantreat.