Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
diverket da c'hortoz - restaolet e vo diouzhtu
Neal (kaozeal | degasadennoù)
diverket da c'hortoz - restaolet e vo diouzhtu
Linenn 48:

==Kinnig 12: Treuzskrivadur diftongennoù αι hag αε==

Treuzskrivañ an diftongenn '''αι''' > '''<ai>''', disheñvel diouzh an diftongenn '''αε''' > '''<ae>'''. Kemmet e rankfe bezañ neuze an [[Treuzlizherennadur gresianek|daolenn-mañ]]. (Gwelet ivez Kinnig 2).

Da skouer:

: Fil'''ai'''nis < Φιλ'''αι'''νίς

Kv.

: [[Faeton|F'''ae'''thon]] < Φ'''αέ'''θων

:: (evezhiadenn adlec'hiet) Luzietoc'h ivez an diftongenn "ai". Lakaet eo bet da "e" gant meur a skrivagner dindan levezon ar galleg, met bez ez eus skouer Aesc'hulos c'hoazh hag e plijfe muioc'h din ober gant ae
--[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 6 C'hwe 2007 da 23:16 (UTC)
:: N'on ket a-du ganit war ar poent-mañ: ma vez skrivet <e> eo posubl a-walc'h e vefe deuet dindan levezon an distgadur a-vremañ αι [e̞], hag evel-se e rankfer ober evit an anvioù gresianek modern hervez ar C'hinnig 1. M'eo bet treuzskrivet <ae> eo, d'am soñj, abalamour da levezon al latin (gw. [[:en:Ae (digraph)]]), rak distaget e veze αι, war a seblant, [aɪ] e henc'hresianeg. Ganin-me e oa bet kinniget en [[Treuzlizherennadur gresianek|daolenn-mañ]] ober gant <ae> evit treuzskrivañ an dftongenn-mañ dre glask un diftongenn implijet e peurunvan tost outi, met brezhonekaat betek re e vefe d'am soñj. Evit a sell ouzh eo ret anzav n'eo ket an hevelep diftongenn penn-da-benn met div vogalenn renk-ouzh-renk ha ret e vefe treuzskrivañ <ai> zoken pa vefe dibabet treuzskrivañ αι > <ae> a-hendall rak kouezhañ a ra an taol-mouezh war ar [[Iota (lizherenn)|I]] (ἰ) (distaget [i] amañ): Αἰσχύλος
--[[Implijer:Neal|Neal]] [[User talk:Neal|(Kaozeal)]] 7 C'hwe 2007 da 15:25 (UTC)

: 'M eus aon e vez graet giz-se peurliesañ evit '''αι skrivet ai''' e-barzh :
_ Ἥφαιστος / Hêphaistos Hephaistos (''Prométhée'' p. 149), Hefaistos (Diwan p. 74), Hephaistos (TES p 65)
_ daimon, δαιμων, Daimoned (Prométhée p. 146)(Daimones zo aliet gant A. Gleoneg)
_ Platées Πλάταια / Plátaia, aliesoc’h Πλαταιαί / Plataiaí Plataia (''Prométhée'' p. 153)
_ Gaia Γαῖα / Gaĩa, Γαῖη / Gaĩê pe Γῆ / Gễ Gaia (''Prométhée'' p. 146), Gaia (Diwan p. 74)
_ Aïdôneus Ἅιδωνευς (hades)Aidoneus (''Prométhée'' p. 150)
_ Hécatée Ἑκαταῖος / Hekataïos : Hekataios (''Notennoù db ar Gelted kozh'')

Kavet em eus ivez skouerioù eus '''αη skrivet ae''' e-barzh :
Danaé Δανάη / Danáê Danae (''Prométhée'' p.153)
Πασιφάη / Pasipháê Pazifae (''Hipolit'') (met Pasifai gant Botrel,''Mithistorima'' , Skrid e 1994, diwar skouer ar gresianeg a-vremañ?)

N'anavezan ket skouerioù eus '''αέ''' skrivet "ai" e brezhoneg lennegel. Ali a-walc'h e vefen da skrivañ ae evit "αέ" e brezhoneg diwar skouer αη skrivet ae. (Laouen e vefen o kaout skouerioù all eus anvioù tud gant αέ)--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 25 C'hwe 2007 da 23:44 (UTC)

===Evezhiadennoù hollek===

: Mat e vo lakaet skouerioù dindan pep goulenn votiñ marteze. Sklaeroc'h e vo d'an dud. A-wechoù eo bet lakaet met ket atav. Trugarez. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 6 C'hwe 2007 da 20:20 (UTC)
:: Me oa just o skrivañ an hevelep tra {{;-)}} [[Implijer:Benoni|Benoni]] 6 C'hwe 2007 da 20:22 (UTC)
:::hen ober a rin [[Implijer:Neal|Neal]] [[User talk:Neal|(Kaozeal)]] 6 C'hwe 2007 da 20:38 (UTC)
{{Graet}} Graet eo bet[[Implijer:Merour (N)|Merour (Neal)]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|(Kaozeal)]] 7 C'hwe 2007 da 13:17 (UTC)

Diaes eo din mont e-barzh ar c'haoz peogwir ne welan ket mat palioù hag harzoù a c'hell bezañ lakaet d'an divizoù.

: '''Palioù''': kaout ur sammad reolennoù erbedet evit ma c'hell an neb a fell dezhañ/i sevel ur pennad ennañ anvioù divoutiñ henc'hresianek (hag ivez gresianeg a-vremañ) o zreuzskrivañ ha brezhonekaat en un doare unvan diazezet war pennaennoù skiantel. Oc'h ober evel-se e vo tu da c'hoût penaos brezhonekaat an anv-mañ-'n-anv zoken ma n'eo ket bet implijet a-raok an anv-se en embannadur kent ebet. Sklaeroc'h ha poelloc'h eo ober evel-hen evit heuliañ skouer ar yezhoù all da skouer, rak ret e vezfe goût skouerpe yezhoù heuliañ ha penaos dibab ar yezh da heuliañ pa ne glot gant ar stumm implijet gant an eil yezh (lakaomp ar galleg) gant an hini implijet gant eben (lakaomp ar saozneg). Sklaeroc'h ha poellekoc'h eo ivez kaout ur re reolennoù treuzskrivañ sklaer evit ober a c'her da c'her hervez ar pezh a gaver el levrioù bet embannet betek-hen gant an den-mañ'n-den, rak sur-mat n'eo ket klok ar roll anvioù a gavor enne ha neuze e vo diaezet goût penaos ober evit treuzskrivañ ha brezhonekaat anvioù divoutin chomet dizimplij betek-hen gant Youen Olier, Roparz Hemon pe me 'oar me. N'on ket a-enep da implijout ar pezh a zo bet graet gant tud all a-gent, met ret e vef goût hag-eñ e oa bet implijet pennaennoù unvan, poellek ha skiantel gante dalc'hmat pe ober un un doare ad hoc, ha nueze kinnig ober gant ar pennaennoù-se. Me am eus labouret war ma c'hinnig-me diazezet war pennaennoù ar yezhoniezh, d'an neb a fell dezhañ d'ober e damm imbourc'h e-touez ar skrivagnerion e brezhoneg bet implijet stumm brezhonekaet anvioù divoutin gresianek ha da sevel kinnigoù all diazezet warne. N'eo ket trawalc'h avat lâret ober gant ar pezh zo bet graet en hor raok en ur c'hoût ne vo ket klok ar roll anvioù a gavor. Ha petra ober ma'c'h eo bet savet brizhstummoù brezhonek evel *Troja (ur fazi sklaeroc'h n'eus ket gaout) - ober gante war-digarez e oant bet implijet gant Roparz Hemon? Ha ma vije bet eus Roparz Hemon bremañ ne vije ket bet laouen-ñ da gallout implijout mammennoù ha daveennoù all evit reizhañ ar pezh en doa kinniget nouspet bloaz zo? Un damkan faltazi eo hemañ n'eo ken... N'eo ket tro kein d'ar pezh a oa bet graet a-rok, met d'am soñj hon eu binvijoù bremañ ha ne oa ket anezhe dek bloaz zo soken ha mat e vefe o implijout evit lakaat ar brezhoneg da vont war -raok war tachennoù skiantel en un doare poellek ha modern.

: '''Harzoù''': ar harzoù eo ar re a vo lakaet gant ar gumuniezh, da gentañ dre sevel kinnigoù ha da c'houde dre votiñ war o fenn. Ma savo ar brasañ-niver a-du gant tri c'hinnig diwar dek, lakaomp, setu ar harz.
[[Implijer:Merour (N)|Merour (Neal)]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|(Kaozeal)]] 7 C'hwe 2007 da 08:01 (UTC)
: kemmesk zo etre ''an harz'' hag ''ar c'harzh'' a gredan. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)

1. N'on ket evit klask un treuzlizherennadur, met klask an hini a zo bet ar stankañ implijet gant skrivagnerien Walarn hag o warlec'hidi evel [[Youenn Olier]] (hemañ a lenne kalz testennoù e gresianeg kozh hag en deus treuzlizherennet meur a gerioù gresianek e-barzh Imbourc'h ha e-barzh e deizlevr)

: Ne gomprenan ket re vat arguzennoù zo a-wezhoù: diouzh un tu e lârere n'eo ket mat dimp kemer divizoù etrezomp-ni peogwir n'omp ket niverus a-walc'h ha diouzh an tu all avat e kinniger doujañ d'ar pezh a oa bet graet gant un den o labourat en e gorn. Ne lâran ket n'eo ket mat ar pezh a oa bet graet gantañ, ha marteze a-walc'h e klot tostig a-walc'h gant ar pezh a zo bet kinniget amañ betek-hen, met en em c'houlenn a ran n'eo ket gwell atav labourat a-stroll ha klask tizout kenemglevioù ledan eztrezomp-ni? Ha perak ne vefemp ket ni, pe lod ac'hanomp, ken gouiziek war an dachenn-mañ'n-dachenn ha re Walarn? Lâret e vez gwezh ha gwezh all doujañ ouzh ar pezh a oa bet great gante atav ha lâret e vez ken alies all e ranker bezañ arbennigour evit gallout labourat war tachenn an dermenadurezh. En em c'houlenn a ran adarre: hag arbennigourion war bep tachenn e oa tud Gwalarn? Ha ma ouife tud zo hag a labour amañ muioc'h diwar-benn ar stredeoniezh, lakaomp, evit Roparzh Hemon, lakaomp adarre, (en ur c'hoÙt e vez gouvezet kalz muioc'h diwar-benn ar stredoniezh bremañ evit kant bloaz zo...), ne vefe ket mat selaou outañ ha dec'hel soñj eus e ginnigoù-eñ ha zoken muioc'h evit ar pezh a oa bet graet a-raok (hep treiñ keiñ ouzh ar re bet labouret gante war dachenn ar brezhoneg lennegel ha skiantel en hor raok, evel-just)?
[[Implijer:Neal|Neal]] [[User talk:Neal|(Kaozeal)]] 7 C'hwe 2007 da 08:00 (UTC)

2. Evel em eus displeget meur a wech, ne dalvezfe an divizoù evit an talbennoù hepken. Ma vije asantet gant ar muiañniver ober gant Homeros, pep hini a c'hellfe lakaat Homer gant ma vije lakaet an adkas [[:Homeros|Homer]] (pe dud all a lakao an adkas). Met an dra a zo evit furmoù anavezet ha ne vije ket degemeret skrivañ Hômer pe 'Omeros. Hervez ar skridaozer e c'hellfe kaout daou furm en un destenn, met n dra vat e vije evit diskouez ez eus daou furm e brezhoneg.

3. Me zo a-du gant implij reolennoù treuzlizherennañ a weler dindan pluenn R. H. hag all : chom hep ober gant ar c hag an x : n'eus ket anezho e geriadurioù R. H. hag an Here, setu un abeg kreñv. Penaos e c'hellfe kompren un den ha ne oar ket ar galleg? Ar c a dalvez k, s, tz, tz ou tj hervez ar yezh. Ar nannc'hallegerien o deus ar droad chom e kelc'h ar yezh ma studiont anezhi.

Seblantout a ra din e kave gelloc'h d'ar Walarnerien ober gant c'h evit χ . Kudenn ebet.
@Luzietoc'h eo afer an "upsilon". Pa 'z eus ur boaz ober gant i, met kavet e vez Aesc'hulos (troidigezh "Prometheus ereet" gant Y. Drezen embannet e-barzh Gwalarn e 1928).

4. Luzietoc'h ivez an diftongenn "ai". Lakaet eo bet da "e" gant meur a skrivagner dindan levezon ar galleg, met bez ez eus skouer Aesc'hulos c'hoazh hag e plijfe muioc'h din ober gant ae
#Me gav gwelloc'h telc'her da voazioù kozh : Homer ha nompas Homeros ha t evit th. Da gentañ holl evit kenglotañ gant boazioù ar Walarnerien. Koulskoude ez eus testennoù diwarbenn ar Gelted hag ar C'halated embannet en 1988 gant Al Liamm ha ne doujont ket d'ar boazioù-se. Anv an oberour : Tadgh O Droichead. Piv eo? --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 6 C'hwe 2007 da 23:16 (UTC)

==== Kemennadenn - anvioù gresianek ====

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

[[Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1]]

A galon,
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (Neal)]] [[Kaozeadenn Implijer:Merour (N)|(Kaozeal)]] 6 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)

An dra-se am eus resevet. Ne welan ket petra a rafe ur gaouiad aze. Nag amañ. Labour evit ar c'hresianegerion zo er pennad [[Europa, merc'h Agenor]].[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 7 C'hwe 2007 da 03:05 (UTC)

==Penaos e c'heller bezañ sur e chom dizimpli stumm-mañ-stumm?==
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.