Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
diverket da c'hortoz - restaolet e vo diouzhtu
Neal (kaozeal | degasadennoù)
diverket da c'hortoz - restaolet e vo diouzhtu
Linenn 22:
 
 
 
 
 
==Kinnig 10: Lizherennoù doubl==
 
Oc'h ober an diforc'h etre treuzlizherennadurioù rik (da skouer anvioù al lizherennoù gresianek) ha treuzskrivadennoù anvioù divoutin e kinnigfen eeunaat ar c'hesonennoù doubl
 
Da skouer:
 
: Odu'''s'''ea (pe Ody'''s'''ea / Odi'''s'''ea hervez an dibaboù all) ( < Ὀδύ'''σσ'''εια)
 
:: Ali on ganit dre vras evit pezh a sell ar c'hensonennoù. Koulskoude e soñj din n'eo ket un dra vat pa vez ur gensonenn zoubl abalamour ma'z eus bet lakaet ur rakger bennak dirak ur ger all. N'eus skouer ebet ganin siwazh. E berr komzoù e kav din e ranker degemer da ginnig dre vras met doujañ ouzh ar merkoù etimologiezh. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 16 C'hwe 2007 da 18:02 (UTC)
 
:: Setu a lennan e pennad R. Hemon, (Hor Yezh 12/6) "Kensonennoù doubl, - Ne vez doublet e brezhoneg remet l, m, n, r.
 
REOLENN 1, Ne zoubler ket en diskrivadur ar c'hensonennoù all : mafia, hipark (Ar strollad ce a ziskriver eta k : kokiks, akelerator".
 
REOLENN 2. Ne virer ll, mm, nn, rr nemet pa c' hell ar pouez-mouezh kouezhañ war ar vogalenn a zeu a-raok er penngef. ballast, mammout, henne, kirroz, hogen âlogenel (sic), mamifer, kanibal, ferotipiezh.".
 
Reizh e vefe diskrivañ Ἀπόλλων Apóllôn gant daou l. Sellet ouzh : Apollo (''Notennoù'' p 83), Apollon (''Prometheus ereet'' p 149, Apollon (TES p. 65). Amañ ez eur souezhet gant choaz Diwan : Apolon p. 74.
 
Petra ober koulskoude evit Hellespontos (TES 75) Akilleus [aki'leys] (Diwan ha TES) hag anvioù all e-giz-se? Pa glasker chom tost d'an anvioù gresianeg e c'hallfer miret an holl l, m, n ha r doubl en anvioù. Goude holl e kavan hipolitos (Ἱππόλυτος / Hippólutos) met Pallantided (galleg ha saozneg Pallantides) er pezh-c'hoari skrivet gant R. Hemon (Al Liamm 80 p. 151-179 ha 81 p. 215-239).
N'eo ket gwall dener en anvioù.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 02:45 (UTC)
 
 
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.