Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
restaolet pep tra
Neal (kaozeal | degasadennoù)
D restaolet pep tra da vat ar wezh-mañ
Linenn 13:
Distag an eil diouzh ar re all e rankfe bezañ ar vot war pep kraf d'am soñj kentoc'h evit ur vot hollek:
 
==Kinnig 1: Pennaennoù diazez==
 
Tennañ a ra ar c'hinnig-mañ d'an anvioù divoutin henc'hresianeg nemetken. Evit an anvioù gresianek divoutin a-vremañ e vint treuzskrivet hervez an distagadur a-vremañ kentoc'h evit bezañ treuzlizherennet, d.s., "D" e lec'h "Nt", "e" e lec'h "ai", "ef/ev" e lec'h "eu", h.a.
 
: Skouer:
:: Gresianeg modern:
:: Ντανιελα Ελευθεράκη > Daniela Eleftheraki ha neket *Ntaniela Eleutheraki
 
==Kinnig 2: Pennaennoù treuzskrivañ hollek diazez==
Linenn 19 ⟶ 25:
Koulz evit an anvioù henchresianek hag evit ar re a-vremañ e vo implijet an taolennoù treuzlizherenniñ war ar [[Treuzlizherennadur gresianek|bajenn-mañ]]. Da bep hini da deurel ur sell war ar bajenn-se da gentañ evit gwelet hag-eñ e fell dezhe kemmañ tra pe dra. Kemmet e ranko bezañ evel-just ar golonenn "Brezhonekadur" hervez diviz ar gumuniezh hervez disoc'h ar votadeg-mañ
 
: Evezhiadenn: n'eus abeg ebet evit treuzskrivañ al lizherenn c'hresianeg [[Delta (lizherenn)|?Δ, ?δ]] rak daoust ha ma vez distaget /ð/ e gresianeg a-vremañ, treuzskrivet <d> ivez peurliesañ, e henc'hresianeg e veze distaget /d/ hervez ma ouezer.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 21 C'hwe 2007 da 13:56 (UTC)
 
Linenn 26 ⟶ 32:
Lakaat atav stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezañ ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnañ, koulz evit an anvioù gourel hag ar re venel, d.s.
 
: "Homer'''os'''" (< ??????Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer"
: "Penelop'''e''' (< ????????Πηνελόπη) e lec'h *"Penelop"
 
 
: Skouerioù niverus zo : ??????Ὅμηρος Hómêros, skrivet Homiros (Diwan, p. 64), Homeros (TES, P. 62), ??????????sἙλλήσποντοs Hellespontos (TES p. 75); Miletos Diwan p. 65 & TES p. 57 ; Olumpos (''Prometheus'' p. 9), Olimpos (Diwan p 65 & TES p 66); ????????Ἀφροδίτη / Aphrodítê skrivet Aphrodite (''Prometheus'' p. 148), Afroditi Diwan 74, Aphrodite (TES, p. 65), Afrodite (R. Hemon ''Hipolit'')- met Afrodit er wikipedia!!- ha kement zo ...
 
An "?η" zo skrivet "e" pe "i" en anvioù zo met levezon an distagadur a-vemañ eo moarvat. Gwelloc'h e vefe skrivañ "e" dalc'hmat e-giz war ar bajenn "Treuzlizherennadur gresianek".--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 00:04 (UTC)
 
:: Setu amañ al levrioù a venegan :
Linenn 43 ⟶ 49:
==Kinnig 4: Stummoù orin diazez (II)==
 
Doujañ da furm orin an anvioù: Oduseús (????????Ὀδυσσεύς), ha n'eo ket Ulises (gant un adkas evel-just eus ar furmoù a gaver a brezhoneg betek ar furm 'ofisiel') [[Implijer:Benoni|Benoni]] 6 C'hwe 2007 da 21:29 (UTC)
 
{{Graet}} <s>:da endeuziñ gant ar c'hinnig niv. 3 marteze? ret e vo klask o urzhiañ holl da c'houde.[[Implijer:84.78.78.41|84.78.78.41]] 6 C'hwe 2007 da 22:03 (UTC)</s>
Linenn 49 ⟶ 55:
 
 
==Kinnig 5: Morfologiezh (I) - Dibenn benel -?η==
 
Nemet ma vefe ur stumm boas e brezhoneg dija (stumm hengounel), brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -?η > -a atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all, d.s.
 
: "Andromac'h'''a'''" (< ????????Ἀνδρομάχ'''?η''')
: "Europ'''a'''" (< ?????Εὐρώπ'''?η''')
 
* Kudenn: ret e vo ivez divizout pesuert kinnig ober evit brezhonekaat al lostger benel -a/-e. Ret e vo isrannañ an dibab ma sav implijerion/ezed a-du gant an doare resis da dreuzskrivañ an divenn -?η (-a/-e). Implijet eo bet an daou betek-hen, d.s.:
 
: "Penelop'''e'''" (< ???????Πηνελόπ'''?η''')
 
:: Mont a ra ar c'hinnig-se a-enep an implij a vez graet peurliesañ war a seblant : ????????Ἀφροδίτη / Aphrodítê zo Aphrodite gant A. Gleoneg (''Prometheus'' 148, Drezen a ra "Kupris" anezhi),Afroditi e levr Istor Diwan hag Aphrodite e levr Istor TES (p 65),Afrodite gant R. Hemon (Al Liamm 81& 82); ??????Κυβέλη Kybélê zo Kubêlé en ''Notennoù db ar Gelted kozh'' p. 389 ha Kibele gant R. Hemon (Al Liamm 81& 82); ???????Ἀριάδνη Ariádnê (Ariane )zo Ariadne e levr Diwan p. 67. A-du arall petra soñjal neuze eus anvioù gourel a echu gant ??ης evel Euclide ?????????Εὐκλείδης Eukleidês pe ?????????Εὐριπίδης / Euripídês a vez skrivet gant an dibenn -es e brezhoneg.
N'emaon ket a-du gant an eeunadur-se-se. Lakaat a rafen kentoc'h -e.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 24 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)
 
Linenn 67 ⟶ 73:
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 24 C'hwe 2007 da 17:14 (UTC)
 
:::: N'emaon ket a-du ganit tamm ebet. Kemmoù zo a-wezhioù. Boazioù zo memes tra en desped d'an diforc'hioù a gaver. Amañ da skouer e hañval ganin ez eo anat e vezer boaz da skrivañ "e" e brezhoneg evit "?η" abaoe Meven Mordiern. N'eo ket bet amprestet ar ger Europa digant ar gresianeg moarvat met digant ar saozneg ha setu tout. N'eo ket marv mil den kavout un esparadenn ur wezh an amzer ouzhpenn. Petore yezh n'he deus ket? Diouzh an tu all me 'gav din goude ur sizhunvezh klask e ranker derc'hel ar muiañ ar gwellañ, n'eo ket kement-se d'ar pezh zo bet savet gant hon diagentidi met d'ar pezh a vez kelennet er skolioù brezhoneg pa vez graet mat a-walc'h. Setu ez on ali abalamour da se derc'hel dre vras d'an dibaboù a gaver e levrioù diwan ag a zo bet dispeget gant R. Hemon en niverenn 12 eus kentañ rummad ar gelaouenn ''Hor Yezh'' (gwelet pelloc'h). Ar pezh ne dalv ket memes tra degemer pep tra hag an anvioù treuzskrivet fall Da skouer e lennan ??????????Θουκυδίδης / Thoukudídês skrivet Tusidides e levr diwan p. 72 ha Thoukikides e levr TES p. 87. Choas a rafen skrivañ K e-lec'h S evel e levr TES evit an anv-se --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 00:31 (UTC)
 
 
:Pa soñjan n'eo ket Arianna (Wikipedia) eo ar stumm impijet ellevrioù skol brezhoneg met Ariadne ( ???????Ἀριάδνη / Ariádnê TES p. 67). --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 03:33 (UTC)
 
==Kinnig 6: Morfologiezh (II) - dibenn -???εια==
 
Eeunaat an dibenn "-eia" (-???εια) > -"ea"
 
: Skouer:
: Odus(s)'''ea''' (pe Odys(s)'''ea''' / Odis(s)'''ea''' hervez an dibaboù all) ( < ?????Ὀδύσσ'''???εια''')
[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 6 C'hwe 2007 da 20:38 (UTC)
 
Linenn 103 ⟶ 109:
Daoust ha ma ne vez ket diforc'het etre ''t'' ha ''th'' e brezhoneg dre gomz, ober an diforc'h dre skrid e brezhoneg atav atre ar c'hensonennoù dre vlotaat hag o farioù dre c'hwezhañ
 
: [[Phi (lizherenn)|?Φ]] > '''''f''''' ~ [[Pi (lizherenn)|?Π]] > '''''p'''''
: [[Khi (lizherenn)|?Χ]] > '''''c'h''''' ~ [[Kappa (lizherenn)|?Κ]] > '''''k'''''
: [[Tau (lizherenn)|?Τ]] > '''''t''''' ~ [[Theta (lizherenn)|?Θ]] > '''''th'''''
 
Da skouer:
: "'''Th'''anatos" ( < '''?θ'''??????άνατος) e lec'h *"'''T'''anatos"
 
: [[Tetis|'''Th'''etis]] ( < '''?Θ'''????έτις) e lec'h *'''T'''etis
Disheñvel diouzh:
 
: [[Tethys|'''T'''ethus / '''T'''ethys]] ( < ?????Τηθύς) e lec'h * '''Tetis''' ha.a
 
::Gwelit ivez Kinnig 6
 
: (evezhiadenn eilet): Seblantout a ra din e kave gelloc'h d'ar Walarnerien ober gant c'h evit ?χ. Kudenn ebet.
--[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 6 C'hwe 2007 da 23:16 (UTC)
 
Linenn 124 ⟶ 130:
--[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 6 C'hwe 2007 da 23:16 (UTC)
 
: arguzennoù evit ober gant f/th/c'h e lec'h ph/th/kh daoust ha ma c'hellje bezañ distaget dre c'hwezhañ (?????Δασέα) al lizherennoù gresianek ?φ (/p^(h)/); ?θ (/t^(h)/); ?χ /k^(h)/, abeg ar skriturioù gant <-h> (<ph>, <th> ha <kh> da vare ar gresianek koine e oant deuet da vezañ distaget evel e gresianeg a-vremañ war a seblant (/f/, /?θ/, /?χ/). An distagadur diwezhañ-se an hini eo a vez implijet ar muiañ, zoken gant ar yezhoù ma vez skrivet al lizherennoù-se <ph> hag all evel e saozneg sa kouer, hervez reolennoù an distagadur erasmusek.
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 21 C'hwe 2007 da 13:54 (UTC)
 
Linenn 130 ⟶ 136:
Doujañ d'ar son "c'h" pa vez kavet ivez e gresianeg. [[Implijer:Benoni|Benoni]] 6 C'hwe 2007 da 20:33 (UTC)</s>
 
<s>: a-du [[Khi (lizherenn)|?Χ, ?χ]] > ''c'h'' atav. Da gendeuziñ gant ar c'hhing 2 marteze (kinnig 8 ivez)[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 6 C'hwe 2007 da 20:39 (UTC)</s>
Kendeuzet gant ar c'hinnig 5 [[Implijer:Benoni|Benoni]] 7 C'hwe 2007 da 16:56 (UTC)
 
Linenn 136 ⟶ 142:
: Me 'gav din ez eo gwelloc'h chom tost eus ar pezh a vez kelennet er skolioù, kuit da ziaezañ hon aeledigoù, evel just, abalamour ma kemeront boazioù d'ar c'houlz-se hag abalamour ma teuio lod anezhe da lenn pennadoù ar Wikipedia evit tostennat ;-). Ar pezh zo, avat, ez eus kemmoù mat etre geriaoueg Diwan hag hini TES, daoust dezhe da vezañ tost a-walc’h dre vras.
'''Kaoz an tau hag an theta'''. Skrivet e vezont er memes doare (T) er skridoù embannet gant ''al Liamm'' evit doare, sellet ouzh ''Hipolitos'' en niverennoù 80 p. 151-179 ha 81 p. 215-239; . Evel just e vezont skrivet T e levr Diwan ivez. E levr TES, hag e Prometheus ereet e lenner th evit theta, memes e rakskrid R. Hemon :
???????Μαραθών / Marathôn : Maraton (Diwan p.67), Marathon (TES p.73, ''Prometheus ereet'' p.11); ?????????Προμηθεύς / Promêtheús : Prometeus (Diwan p.78), Prometheus (''Prom''. p. 7) ; ????????Παρθενών / Partheno^'nParthenốn : Partenon (Diwan p. 81), Parthenon (Rakskrid R. Hemon da ''Brometheus'' p. 8, TES p. 77); ha c'hoazh an doueez ?????Ἀθηνᾶ : Atena (Diwan p. 74), met Athena (TES p. 65, ''Prometheus'' p. 152, ''Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh'' p. 95), ha kêr Aten (Diwan ha TES) met Athen (gant A. Gleoneg , ''Prometheus'' p. 152)
Kavet em eus ur pennad-skrid gant R. Hemon en ''Hor Yezh'' 12/1 (1957) a zispleg an doare ma tlefe ar gerioù hag an anvioù estren bezañ skrivet. Displegañ a ra ar c'hemm zo c'hoarvezet en e zoare da skrivañ etre 1928 (ebannadur ''Prometheus ereet'') ha 1960 (Troidigzeh Hipolit).
Implijet e vez an TH abaoe M. Mordiern, gant R. Hemon e skridoù zo... Implijet eo gant TES diouzh boaz.
Linenn 145 ⟶ 151:
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 24 C'hwe 2007 da 17:17 (UTC)
 
::Ne'z afen ket ken pell war an dachenn-se. Da lâret eo ne soñj ket din n'eus mann da welet etre ar stummoù bet implijet betek-henn. Disheñvelderioù zo alies met n'eus akademiezh ebet evit ar brezhoneg hag an deskadurezh en hor yezh n'eo ket kozh, reizh eo. A-raok ma vefe kelennet ar galleg (IIIde republik) e veze laosk a-walc'h ivez ar reizhskrivadur anezhañ. Kalz traoù heñvel zo en doare da skrivañ an anvioù gresianek e brezhoneg. Ar c'hemmoù brasañ da'm soñj a zeu eus an doare da skrivañ ar gresianeg ?χ, "ph", "th" hag "y". Ali a-walc'h e vefen mont da-heul reolennoù Diwan pe TES dre ma vezont desket hag implijet gant ar vugale. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 25 C'hwe 2007 da 20:05 (UTC)
 
Kinnig a reer diskrivañ ?χ gant c'h. Penaos e veze graet betek-henn? R. Hemon a erbede "ch e gerioù gresianek, amprestet rag-eeun pe dre al latin, a c'hell bezan diskrivet k: kloroform, kronometr kiasma, drakmenn, hogen chinchilha, charadenn, machinegezh, gouach, pa vez distaget , /?/ pe ur son damhenvel en darn vuian eus ar yezhoù." (Hor Yezh 12/4).
Kavout a ran ar skouerioù : ??????Ἀχαιοί Akhaioí skrivet Akeaned (Diwan p 60 ha TES p. 62) ; ????????Ἀχιλλεύς Akhilleús diskrivet Akilleus (Diwan p 63 ha TES p. 62) ; ??????Χρόνος Khrónos diskrivet Kronos (Prometeus p. 30 & Diwan)Ha kement zo... Peurliesañ eta e vez lakaet K evit diskrivañ ?χ hervez reolenn. Kavet em eus ivez ur skouer gant ????Χῖος Khîos Chios (Diwan p. 65) ha Kios (TES p. 75). Un dibab a oa d'ober.
 
Kavout a reer un nebeud skouerioù disheñvel gant c'h. Da skouer ????????Αἰσχύλος / Aiskhúlos evit kregiñ, skrivet Aesc’hulos (Prometeus p. 7 ; A. Gleoneg a ginnig Aeskhulos p. 150) Aesc’hulos (Diwan p. 85) hag Eskhilos (TES p.75)
Ar re all zo anvioù skrivet gant M. Mordiern, pe Vallée pe Drezen a implije o geriadur : ????????Ἀντίοχος / Antíokhos, skrivet Antioc’hos (Notennoù p. 69) hag Antiohos (Geriadur Vallée p. 353); ??????Κολχίς Kolkhís (Colchide) skrivet Kolc’hos (Promotheus ereet). Ma talc'her da gavout c'h en anv Aesc’hulos ez eo da'm soñj abalamour d'ar boaz.
 
Penaos lakaat kemm neuze etre diskrivadenn al lizherennoù "k" ha "?χ"? E levrioù TES ?χ zo diskrivet gant "kh" peurliesañ (ha n'eo ket seul wech memes tra : Sellet ouzh Es'''kh'''ilos (TES p.75) met A'''k'''illeus (p. 62) abalamour d'ar boaz).
lenn a ran : ??????Χαλκίς Khalkís (Chalcis) skrivet Khalkis (p. 61) (Kalkis e levr Diwan p. 61); ??????????Χερσόνησος Khersonêsos, skrivet Khersonesos p 61 ; ????ἄρχω / árkhô diskrivet arkho p.70 ; ????????Ἀχαρνεῖς / Akharnei~sAkharneĩs (gwall dost d'ar brezhoneg!!) diskrivet an Akharnianed p. 79 ha kement zo... Un diskoulm a c'hallfe bezañ ivez.
 
Me a gav din e vefe gwelloc'h heuliañ ar boaz dre vras, da lâret eo mirout K evit ?χ. Ha ma vije c'hoant memes tra lakaat kemm gant diskrivadenn ar "k" gresianek e kavfen gwelloc'h mont da-heul TES.
 
Betek-gouzout e vefe degemeret c'h evit treuzlizherennañ ?χ, penaos vefe treuskrivet gerioù gant un gensonenn war e lerc'h ??????Χρόνος / Khrónos da skouer ? Ha skrivet e vefe C'hronos? N'haller ket degemer an dra-se. Marteze e vefe mat kinnig goulennoù disheñvel evit pep lizherenn evit mouezhiañ?--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 01:58 (UTC)
 
==Kinnig 9: Treuzskrivadur upsilon==
 
Lakaat kemm etre [[Iota (lizherenn)|?Ι]] hag [[Upsilon (lizherenn)|?Υ]] (gwelet ivez Kinnig 5)
 
Da skouer
 
: Thet'''i'''s < ???Θέτ'''?ι'''?ς
 
Kv.
 
: Teth'''u'''s / Teth'''y'''s < ???Τηθ'''?ύ'''?ς)
 
* Kudenn: Treuzskrivañ upsilon ''u'' pe ''y''? Ret e vo isrannañ an dibab ma sav implijerion/ezed a-du gant an doare resis da dreuzskrivañ upsilon (u/y)
Linenn 191 ⟶ 197:
Da skouer:
 
: Odu'''s'''ea (pe Ody'''s'''ea / Odi'''s'''ea hervez an dibaboù all) ( < ???Ὀδύ'''??σσ'''???εια)
 
:: Ali on ganit dre vras evit pezh a sell ar c'hensonennoù. Koulskoude e soñj din n'eo ket un dra vat pa vez ur gensonenn zoubl abalamour ma'z eus bet lakaet ur rakger bennak dirak ur ger all. N'eus skouer ebet ganin siwazh. E berr komzoù e kav din e ranker degemer da ginnig dre vras met doujañ ouzh ar merkoù etimologiezh. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 16 C'hwe 2007 da 18:02 (UTC)
Linenn 201 ⟶ 207:
REOLENN 2. Ne virer ll, mm, nn, rr nemet pa c' hell ar pouez-mouezh kouezhañ war ar vogalenn a zeu a-raok er penngef. ballast, mammout, henne, kirroz, hogen âlogenel (sic), mamifer, kanibal, ferotipiezh.".
 
Reizh e vefe diskrivañ ???????Ἀπόλλων Apóllôn gant daou l. Sellet ouzh : Apollo (''Notennoù'' p 83), Apollon (''Prometheus ereet'' p 149, Apollon (TES p. 65). Amañ ez eur souezhet gant choaz Diwan : Apolon p. 74.
 
Petra ober koulskoude evit Hellespontos (TES 75) Akilleus [aki'leys] (Diwan ha TES) hag anvioù all e-giz-se? Pa glasker chom tost d'an anvioù gresianeg e c'hallfer miret an holl l, m, n ha r doubl en anvioù. Goude holl e kavan hipolitos (?????????Ἱππόλυτος / Hippólutos) met Pallantided (galleg ha saozneg Pallantides) er pezh-c'hoari skrivet gant R. Hemon (Al Liamm 80 p. 151-179 ha 81 p. 215-239).
N'eo ket gwall dener en anvioù.--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 02:45 (UTC)
 
==Kinnig 11: Treuzskrivadur diftongenn ??εύ==
 
Implijout daoubik e brezhoneg (''eü'') evit an diftongenn c’hresianek ??εύ,
 
da skouer:
 
: "Z'''eü'''s"( < ????Ζεύς) e lec'h *"Z'''eu'''s"
 
Un diskoulm e vefe implijout an [[daouboent]] evit treuzksrivañ <??εύ> rak drezañ e c'hellfer gallout kenderc'hel da implijout ar stummoù gresianek orin war-eeun koulz lâret en ur chom fiel d'an distagadur gresianek mui-pe-vui (d.l.e [ey] pe [e?] e lec'h [ø] pe [œ] dre dreuzlenn <eu> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg; [ef]/[ev] e gresianeg a-vremañ - didereat d'am meno evit seurt anvioù o tont eus ar henc'hresianeg) ha chom neuze hep rankout implijout ar stumm latinekaet e seurt degouezhioù resis, da skouer:
 
: Zagr'''eü'''s ( < ???????Ζαγρεύς) e lec'h *Zagr'''eu'''s pe *Zagr'''eo'''s
 
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 13 C'hwe 2007 da 15:06 (UTC)
Linenn 222 ⟶ 228:
:: Tostoc'h e vefe d'an distagadur boas moarvat. Met daoust ha petra c'hoarvezfe ma klaskfe unan bennak klask un anv hep an daou bik? Daoust ha dont a rafe a-benn ?--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 C'hwe 2007 da 02:49 (UTC)
 
==Kinnig 12: Treuzskrivadur diftongennoù ??αι hag ??αε==
 
Treuzskrivañ an diftongenn '''??αι''' > '''<ai>''', disheñvel diouzh an diftongenn '''??αε''' > '''<ae>'''. Kemmet e rankfe bezañ neuze an [[Treuzlizherennadur gresianek|daolenn-mañ]]. (Gwelet ivez Kinnig 2).
 
Da skouer:
 
: Fil'''ai'''nis < ???Φιλ'''??αι'''???νίς
 
Kv.
 
: [[Faeton|F'''ae'''thon]] < ?Φ'''??αέ'''???θων
 
:: (evezhiadenn adlec'hiet) Luzietoc'h ivez an diftongenn "ai". Lakaet eo bet da "e" gant meur a skrivagner dindan levezon ar galleg, met bez ez eus skouer Aesc'hulos c'hoazh hag e plijfe muioc'h din ober gant ae
--[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 6 C'hwe 2007 da 23:16 (UTC)
:: N'on ket a-du ganit war ar poent-mañ: ma vez skrivet <e> eo posubl a-walc'h e vefe deuet dindan levezon an distgadur a-vremañ ??αι [e?], hag evel-se e rankfer ober evit an anvioù gresianek modern hervez ar C'hinnig 1. M'eo bet treuzskrivet <ae> eo, d'am soñj, abalamour da levezon al latin (gw. [[:en:Ae (digraph)]]), rak distaget e veze ??αι, war a seblant, [a?] e henc'hresianeg. Ganin-me e oa bet kinniget en [[Treuzlizherennadur gresianek|daolenn-mañ]] ober gant <ae> evit treuzskrivañ an dftongenn-mañ dre glask un diftongenn implijet e peurunvan tost outi, met brezhonekaat betek re e vefe d'am soñj. Evit a sell ouzh eo ret anzav n'eo ket an hevelep diftongenn penn-da-benn met div vogalenn renk-ouzh-renk ha ret e vefe treuzskrivañ <ai> zoken pa vefe dibabet treuzskrivañ ??αι > <ae> a-hendall rak kouezhañ a ra an taol-mouezh war ar [[Iota (lizherenn)|I]] (?) (distaget [i] amañ): ????????Αἰσχύλος
--[[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 7 C'hwe 2007 da 15:25 (UTC)
 
 
: 'M eus aon e vez graet giz-se peurliesañ evit '''??αι skrivet ai''' e-barzh :
_ ????????Ἥφαιστος / Hêphaistos Hephaistos (''Prométhée'' p. 149), Hefaistos (Diwan p. 74), Hephaistos (TES p 65)
_ daimon, ??????δαιμων, Daimoned (Prométhée p. 146)(Daimones zo aliet gant A. Gleoneg)
_ Platées ???????Πλάταια / Plátaia, aliesoc’h ????????Πλαταιαί / Plataiaí Plataia (''Prométhée'' p. 153)
_ Gaia ????Γαῖα / Gai~aGaĩa, ????Γαῖη / Gai~êGaĩê pe ??Γῆ / Ge^~Gễ Gaia (''Prométhée'' p. 146), Gaia (Diwan p. 74)
_ Aïdôneus ????????Ἅιδωνευς (hades)Aidoneus (''Prométhée'' p. 150)
_ Hécatée ????????Ἑκαταῖος / Hekataïos : Hekataios (''Notennoù db ar Gelted kozh'')
 
Kavet em eus ivez skouerioù eus '''??αη skrivet ae''' e-barzh :
Danaé ?????Δανάη / Danáê Danae (''Prométhée'' p.153)
???????Πασιφάη / Pasipháê Pazifae (''Hipolit'') (met Pasifai gant Botrel,''Mithistorima'' , Skrid e 1994, diwar skouer ar gresianeg a-vremañ?)
 
N'anavezan ket skouerioù eus '''??αέ''' skrivet "ai" e brezhoneg lennegel. Ali a-walc'h e vefen da skrivañ ae evit "??αέ" e brezhoneg diwar skouer ??αη skrivet ae. (Laouen e vefen o kaout skouerioù all eus anvioù tud gant ??αέ)--[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 25 C'hwe 2007 da 23:44 (UTC)
 
 
Linenn 278 ⟶ 284:
 
3. Me zo a-du gant implij reolennoù treuzlizherennañ a weler dindan pluenn R. H. hag all : chom hep ober gant ar c hag an x : n'eus ket anezho e geriadurioù R. H. hag an Here, setu un abeg kreñv. Penaos e c'hellfe kompren un den ha ne oar ket ar galleg? Ar c a dalvez k, s, tz, tz ou tj hervez ar yezh. Ar nannc'hallegerien o deus ar droad chom e kelc'h ar yezh ma studiont anezhi. <br>
Seblantout a ra din e kave gelloc'h d'ar Walarnerien ober gant c'h evit ?χ . Kudenn ebet.
@Luzietoc'h eo afer an "upsilon". Pa 'z eus ur boaz ober gant i, met kavet e vez Aesc'hulos (troidigezh "Prometheus ereet" gant Y. Drezen embannet e-barzh Gwalarn e 1928).
 
Distreiñ da bajenn "Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1" ar raktres.