Angèle Vannier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Distro da di he bugaleaj e oa kroget da sevel barzhonegoù ha ne zistilhe da skrivañ nemet pa oant peurechu. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e oa en em gavet gant ur barzh, [[Théophile Briant]] e anv. Goprad kozh un ti-bank, deuet e oa-eñ da glask repu e [[Paramé]] ha gantañ e oa bet roet ton da Angèle da genderc’hel gant ar varzhoniezh. Gant Briant e oa bet savet e Paramé ar gazetenn ''[[Le Goéland]]'' he doa kemeret perzh bras en oberezh sevenadurel [[Breizh]].
 
Dimezet, aet e oa da chom e [[Pariz]] e-lec’h m’he doa kejet gant [[Paul Éluard]] : gantañ e oa bet savet ur rakskrid d’he dastumad ''L'Arbre à Feu''. E [[1950]] he doa skrivet ur varzhoneg hag a oa bet lakaet da ganaouenn da c’houde gant ur sonaozer war-nes ober ur vicher dispar : [[Philippe Gérard]]. Kanet e oa bet ''[[Le Chevalier de Paris]]'' gant [[Édith Piaf]] bet tapet [[Kentañ priz ar ganaouenn c’hall]] ganti. 185 enrolladenn disheñvel eus ar ganaouenn mil vrudet a oa bet savet er bed a-bezh, gant kanerien veur evel [[Yves Montand]], [[Catherine Sauvage]], [[Frank Sinatra]] dindan ditl ''When the World was young'', [[Bing Crosby]], [[Nat King Cole]] hagha [[Marlène Dietrich]] ivez dindan ditl ''Die Welt War Jung''.
 
E [[1971]] he devoa degemeret [[Priz barzhoniezh an Akademiezh c’hall]].