Angèle Vannier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Desavet e oa bet betek hec’h 8 vloaz gant he mamm-gozh a-berzh mamm a veze o chom e [[Bazeleg-ar-Veineg]]. Da c’houde e oa aet d’ar Skol e [[Roazhon]] evit mont da [[apotikerez]]. Siwazh, skoet dall d’he 21 bloaz e voe ret dezhi paouez gant he studioù.
 
Distro da di he bugaleaj e oa kroget da sevel barzhonegoù ha ne zistilhe da skrivañ nemet pa oant peurechu. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e oa en em gavet gant ur barzh, [[Théophile Briant]] e anv. Goprad kozh en un ti-bank, deuet e oa-eñ da glask repu e [[Paramé]] ha gantañ e oa bet roet ton da Angèle da genderc’hel gant ar varzhoniezh. Gant Briant e oa bet savet e Paramé ar gazetenn ''[[Le Goéland]]'' he doadevoa kemeret perzh bras en oberezh sevenadurel [[Breizh]].
 
Dimezet, aet e oa da chom e [[Pariz]] e-lec’h m’he doadevoa kejet gant [[Paul Éluard]] : gantañ e oa bet savet ur rakskrid d’he dastumad ''L'Arbre à Feu''. E [[1950]] he doadevoa skrivet ur varzhoneg hag a oa bet lakaet da ganaouenn da c’houde gant ur sonaozer war-nes ober ur vicher dispar : [[Philippe Gérard]]. Kanet e oa bet ''[[Le Chevalier de Paris]]'' gant [[Édith Piaf]] bet tapet [[Kentañ priz ar ganaouenn c’hall]] ganti. 185 enrolladenn disheñvel eus ar ganaouenn mil vrudet a oa bet savet er bed a-bezh, gant kanerien veur evel [[Yves Montand]], [[Catherine Sauvage]], [[Frank Sinatra]] dindan ditl ''When the World was young'', [[Bing Crosby]], [[Nat King Cole]] ha [[Marlène Dietrich]] ivez dindan ditl ''Die Welt War Jung''.
 
E [[1971]] he devoa degemeret [[Priz barzhoniezh an Akademiezh c’hall]].
 
Goude terriñ he nask e oa distroet da Vreizh evit ober annez e [[Bazeleg-ar-Veineg]] evit gwir e [[1973]]. Diwar neuze he devoa gouestlet he buhez d’ar varzhoniezh kenkoulz dre skrid ha dre gomz. Hep pellaat re na diouzh Pariz na diouzh Roazhon he doadevoa berniet abadennoù barzhoniezh, abadennoù skinwel, prezegennoù e [[Bro-C’hall]] hag en estrenvro, oc’h adkavout hengoun ar varvailherien gelt. E [[1975]] e oa kouviadez ''[[Radioscopie]]'', abadenn skingomz mil anavezet [[Jacques Chancel]], hag ivez e abadenn skinwel, ''[[Le Grand Échiquier]]''.
 
E miz [[Eost]] [[1975]] he devoa savet un arvest barzhek e ''Théâtre de poche'' [[Hazhoù]] : ''Pierre de Nuit''. Adalek [[1976]] betek [[1980]] e oa bet fiziet en Angèle gant [[Ministrerezh an deskadurezh-Stad]] ar gefridi da vont da gizidikaat ar skolajidi hag ar liseidi ouzh ar varzhoniezh.