Angèle Vannier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù + etrewiki
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Angèle Marie Thérèse Vannier''', pe '''Angèle Vannier''' c’hoazh, a oa bet ganet d’an [[12 a viz Eost]] [[1917]] e [[Sant-Servan]], pa oa dizalc’h ar gumun-mañ c’hoazh a-raok bezañ liammet ouzh [[Paramé]] ha [[Sant-Maloù]].
 
Desavet e oa bet betek hec’h 8 vloaz gant he mamm-gozh a-berzh mamm a vezeoa o chom e [[Bazeleg-ar-Veineg]]. Da c’houde e oa aet d’ar Skol e [[Roazhon]] evit mont da [[apotikerezapotiker]]ez. Siwazh, skoet dall d’he 21 bloaz e voe ret dezhi paouez gant he studioù.
 
Distro da di he bugaleaj e oa kroget da sevel barzhonegoù ha ne zistilhe da skrivañ nemet pa oant peurechu. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e oa en em gavet gant ur barzh, [[Théophile Briant]] e anv. Goprad kozh en un ti-bank, deuet e oa-eñ da glask repu e [[Paramé]] ha gantañ e oa bet roet ton da Angèle da genderc’hel gant ar varzhoniezh. Gant Briant e oa bet savet e Paramé ar gazetenn ''[[Le Goéland]]'' he devoa kemeret perzh bras en oberezh sevenadurel [[Breizh]].
 
Dimezet, aet e oa da chom eda [[Pariz|Bariz]] e-lec’h m’he devoa kejet gant [[Paul Éluard]] : gantañ e oa bet savet ur rakskrid d’he dastumad ''L'Arbre à Feu''. E [[1950]] he devoa skrivet ur varzhoneg hag a oa bet lakaet da ganaouenn da c’houde gant ur sonaozer war-nes ober ur vicher dispar : [[Philippe Gérard]]. Kanet e oa bet ''[[Le Chevalier de Paris]]'' gant [[Édith Piaf]] bet tapet [[Kentañ priz ar ganaouenn c’hall]] ganti. 185 enrolladenn disheñvel eus ar ganaouenn mil vrudet a oa bet savet er bed a-bezh, gant kanerien veur evel [[Yves Montand]], [[Catherine Sauvage]], [[Frank Sinatra]] dindan ditl ''When the World was young'', [[Bing Crosby]], [[Nat King Cole]] ha [[Marlène Dietrich]] ivez dindan ditl ''Die Welt War Jung''.
 
E [[1971]] he devoa degemeret [[Priz barzhoniezh an Akademiezh c’hall]].