Konfusius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: xh:Confucius
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: bat-smg:Konfucėjos; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Confucius 02.png|thumb|170px|Konfusius]]
'''Konfusius''', sinaeg 孔夫子, [[pinyin]] '''Kong Fuzi''' (551 KJK - 479 KJK)<ref>CHIN Annping, ''The Authentic Confucius. A Life of Thought and Politics'', Scribner, New-York, 2007, ISBN 978-0-300-15118-3
Troet e galleg gant Sylvie Taussig dindan an talbenn ''Confucius. Un sage en politique'', Seuil, Paris, 2010, ISBN 978-2-02-099057-8.
*A-benn aesaat ar c'hlask evit an nann-saoznegerien ez eo da embannadurioù gallek al levrioù meneget e vo graet dave er pennad-mañ hiviziken.</ref> eo bet ar prederour [[Sina|sinaat]] en deus bet al levezon vrasañ war sevenadur ha kevredigezh e vro e-pad tremen daou vil bloaz.

:Dre e emzalc'h hag e gendivizoù e lakae pouez war onestiz an dud hag ar gouarnamant, ha reizhded an darempredoù kevredigezhel. An talvoudegezhioù-se a c'hounezas tachenn war prederouriezhioù all evel al [[Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)|Lezennouriezh]] sinaat ha kelennadurezh an [[Daoegezh]] gant [[Lao Zi]].
Linenn 5:
:Lakaet e vez Konfusius da ziorroer kentañ ar sevenadur sinaat ; troet eo bet e gentelioù da gelennadurezh politikel ha kevredigezhel, kent bezañ "relijion a Stad" ken abred hag an 3de kantved KJK betek ken diwezhat ha deroù an 20vet kantved.

== An andonioù ==
Dre dammoù skridoù bet kendastumet ha dielfennet a-hed kantvedoù e ouzomp diwar-benn Konfusius, e soñjoù hag al levezon en deus bet war Istor Sina hag ar broioù sinaet.

Teir andon bennañ zo :
Linenn 18:
:Un heuliad danevelloùigoù a ya da sevel ar skrid-se, a heuilh rik red an amzer hep bezañ urzhiet dre zodennoù. Dre ''Displeg Zuo'' e tesker lignez sevenadurel Konfusius, hag alese diazez e brederouriezh – perak e ranke un dug, hervezañ, bezañ gouiziek war ar barzoniezh hengounel kent bezañ gouest da ren en un doare reizh.<ref> CHIN Annping, ''op. cit.'', pp. 23-25.</ref>

== Anvioù Konfusius ==
=== En e vev ===
* '''Kong Qiû''' (孔丘), distaget "kong tchïou", e oa e anv gwirion ; paot eo an anv ''Kong'' e Sina.
* '''Zhong Ni''' (仲尼) e oa e raganv a sevended. Ar raganv kevredigezhel, raganv a lenneg pe raganv a sevended a reer eus ul lesanv ha veze roet d'ar baotred (pe a veze dibabet ganto) d'o naontekvet deiz-ha-bloaz. Lod merc'hed ivez o devoe unan pa zimezent. Er vuhez kevredigezhel e veze arveret al lesanv-se.<ref>CHIN Annping, ''op.cit.'', p. 21</ref>
* '''Kong Fuzi''' (孔夫子), "Mestr Kong" e voe lesanvet goude e 60vet bloavezh.

=== Goude e varv ===
* Er bloavezh 1 GJK (kentañ bloavezh ar marevezh Yuanshi e ren ar remziad Han) e voe roet da Gonfusius e gentañ anv dalif, 褒成宣尼公, '''Aotrou Bāochéngxūanni''', a dalvez kement hag "Aotrou Ni a c'haller meuliñ".

A-douez meur a lesanv e c'haller kinnig amañ ar re baotañ :
Linenn 37:
Diret eo ar gealarouez 夫 ''fu'' er Sinaeg a-vremañ ; aliesoc'h neuze e vez Konfusius anvet '''Kong Zi''' (孔子).

== E vuhez ==
<ref>CHIN Annping, ''op. cit.''</ref><ref>LÉVI Jean, ''Confucius'', Albin Michel, "Spiritualités vivantes", Paris, 2003 (stumm-chakod).</ref>
Hervez an hengoun e oa Kong Shu Liang He, tad Konfusius, un diskennad eus Yi Yin, anezhañ pennmaodiern Cheng Tang, diazezer ar remziad Shang a renas eus 1570 KJK betek 1045 KJK.

Linenn 54:

N'eus ket tu neuze da sevel buhezskrid Konfusius en un doare resis, met diwar labour istorourien a glaskas lakaat e lavarennoù da glotañ ouzh Bloazdanevelloù dugelezh Lu <ref>''La Chronique de la principauté de Lòu'', troet gant Séraphin Couvreur, Cathasia, "Les Humanités d'Extrême-Orient", Paris, 1951, teir levrenn.</ref> e c'haller reiñ un tamm amzeroni.<ref>LÉVI Jean, ''op. cit.'', pp. 319-321.</ref>
[[SkeudennRestr:Confuciustombqufu.jpg|thumb|Bez Konfusius e Qufu<br.>e rannvro Shandong]]
'''551 KJK''', d'an 28 a viz Gwengolo hervez an hengoun : ganedigezh e Qufu, dugelezh Lu.

548 • Marv tad Konfusius.

Linenn 82:
Un devezh dilabour a vez bep 28 a viz Gwengolo e Sina, pa vez lidet ganedigezh Konfusius.

== Soñjoù Konfusius ==
[[SkeudennRestr:Rongo Analects 02.jpg|thumb|left|Kendivizoù Konfusius]]
N'eus skrid ebet diwar zorn Konfusius e-unan. Dre fazi e voe lakaet da aozer ''Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù'', pa oa ar c'hendastumer anezho hepken, pe embanner ''Klaselour al Lidoù'', anezho daou levr eus ar [[Pevar Levr ha Pemp Klaselour|Pemp Klaselour]] sinaat.

Linenn 94:

=== Kefridi an Neñv ===
Pa ne c'haller ket bevañ gant al loened gouez hag al laboused e ranker bevañ e peoc'h gant an dud all <ref>''Kendivizoù'', XVIII.6</ref>, neuze e savas Konfusius ur gwiad talvoudoù a-benn kempoellat hag aesaat an darempredoù etre an dud.

Da vare Konfusius e oa Sina marellet a zugelezhioù dizalc'h ha brezelgar, pep dug o klask bezañ mestr war an holl re all, alese ur vro zistabil. Kollet en devoa ar remziad Zhou (1045 KJK – 221 KJK) ar perzhioù a unvanour hag a beoc'haer a oa bet e re dre c'hras ''Kefridi an Neñv'', a oa he fal unvaniñ ar pobladoù dindan warez an Neñv a zegasje peoc'h ha berzh dezho.

Linenn 103:

Peogwir e oa Konfusius mennet da zasorc'h urzh ar gevredigezh kozh a-benn reizhañ sioù e hini e voe lakaet da virour meur, met pa seller a-dost ouzh e ginnigoù e verzer e rae gant ensavadurioù ha lidoù kozh e-sell da reiñ lañs d'ur politikerezh nevez a oa e hini-eñ : adsevel ur Stad unvan, renet gant uhelidi a vije e karg dre o zalvoudegezh kentoc'h eget dre o lignez, hag a labourje evit ar bobl. Hevelep renerien a dreuzkasje o vertuzioù d'ar bobl e-lec'h mont dezho dre lezenn ha dre heg : ur skouer e vijent d'o fobl.<ref>''Kendivizoù'', II.1</ref>
=== E zoare da gelenn ===
Digor d'an holl e oa e gentelioù, ha n'eo ket d'an uhelidi hepken, <ref> ''Kendivizoù'', XV.39</ref> petra bennak ma oa e bal stummañ tud yaouank a-benn bezañ uhelgargidi er Stad. Diwar intrudu Konfusius marteze e tiveras hengoun ''Arnodennoù an Impalaer'' an hevelep pal dezho, hag a oa ivez digor da zereoù izelañ ar gevredigezh. A-dra-sur ez eo bet an Arnodennoù-se unan eus abegoù pennañ peurgendalc’h ha stabilded an impalaeriezh sinaat e-pad daou vilved – betek diwezh an impalaeriezh e 1912 e chomas an Arnodennoù diazezet war gelennadurezh Kong-Fuzi.

Dibaot a wezh e oa e gentelioù diazezet war arguzennoù poellek ; dre zamvenegoù, moustamalloù hag azlavarennoù zoken e tegase e vennozhioù. Setu perak ne c'haller o c'hompren nemet dre o lakaat en o c'henistor.

Linenn 124:
Da beurbatrom e talvez Konfusius e Sina, n'eo ket da zoue pe da reol difetis hag hollvedel. Dre se e vez lakaet gant meur a zispleger Reterat pe Gornogat da ziazezer un doare denelouriezh sinaat.

== Hêrezh Konfusius ==
=== A zeskarded da ziskibled ===
Goude marv ar Mestr e kendalc'has e zeskarded da gelenn da studierien a voe diwezhatoc'h uhelidi e meur a c'houarnamant e Sina. Evel-se e voe skignet mennozhioù Konfusius dre Sina a-bezh evit ar wezh kentañ.

Linenn 136:
Nebeut goude marv Zhu Xi e teuas e vennozhioù da vezañ an doare reizh nevez da gompren kentelioù Konfusius. Betek an 19vet kantved e voe bras-kenañ e levezon war Sina, [[Korea]] ha [[Viêt Nam]]. War ziskar ez eas goude marv an impalaer diwezhañ e 1912 hag an dispac'h Sinaat.

=== A ziskibled da enebourien ===
Er bloavezhioù 1910 ha 1920, goude ma voe echu gant an Impalaeriezh, e fellas da uhelidi Sina treiñ o bro d'ur Stad-Vroad arnevez, ha lod anezho a selle ouzh levezon Konfusius evel ouzh un doare da virout ar bed kozh. Brezel war baper a voe etre an daou du, e-keit ha ma veze c'hoazh kastizet ar skolidi a grede disakrañ altar Konfusius en o skolioù.

Trenkaat a reas ar c'hoari pa gemeras ar gomunourien ar galloud e 1949 : ne voe mui klasket reizhañ pe azasaat levezon Konfusius, he zistruj a voe klasket ober, ha kement-mañ betek deroù an Dispac'h Sevenadurel en diskar-amzer 1966. Da neuze e voe urzhiet Sinaiz da gaout an dizober eus "ar spered kozh, ar sevenadur kozh, an hengoun kozh, ar boazioù kozh". Neuze e voe tud dizesk o wallgas tud a ouiziegezh, o teviñ levrioù, o tiskar savadurioù kozh hengounel hag o tismantrañ al lec'hiennoù nevet evel moskeennoù, delwennoù Bouddha hag azeuldioù a bep doare, re Gonfusius en o zouez.

E Qufu e klaskas an dud saveteiñ ti, azeuldi ha bez Konfusius, met skolidi en entremar a zibabas digeriñ bez ar Mestr kozh a-benn e vrudañ "marv da vat ha da viken".

E 1974 e voe Lin Biao, anezhañ ur politikour marv en drouklamm, kevret gant Konfusius evel trubard d'e vro.<ref>CHIN Annping, ''op. cit.'', pp. 32-34</ref>
=== Ag enebourien da vignoned ===
Er bloavezhioù 1980, goude marv an Dispac'h Sevenadurel, e voe a-nevez kelennet ar ''Pevar Levr'' hag ar ''Pemp Klaselour'' er skolioù ha studiet er skolioù-meur.

Aboe kreiz ar bloavezhioù 1990 ha betek hiziv an deiz e vez maget ar studioù konfusian gant skridoù o tont eus ar bloavezhioù 300 KJK a zo bet kavet war lavnennoù bambouz.

Linenn 148:
Lod arbennigourien, anezho Sinaiz pe Gornogiz, e soñj dezho emañ levezon kentelioù ar Mestr o ren hiziv an deiz c'hoazh : Korea ar Su ha Singapore, da skouer, a embanne er bloavezh 2007 e oa o folitikerezh diazezet war gelennadurezh Konfusius.

=== En enor da Gonfusius ===
Lidoù meur a vez dalc'het bep bloaz e Sina da zeiz-ha-bloaz Konfusius. Berzet e oant bet gant ar gomunourien war zigarez ma oa Konfusius hag ar Gonfusianegezh kredennoù gladdalc'hel a lakae ar bobl dindan veli an uhelidi. Goude diwezh an Dispac'h Sevenadurel hepken e krogas al lidoù en-dro, pa sell ar Stad outo evel ouzh un doare da veuliñ Istor ha hengoun Sina Veur.

Linenn 156:

'''''7853 Konfusius''''' eo anv un [[asteroidenn]] bet dizoloet d'an 28 a viz Gwengolo 1973.
== Levezon e-maez Azia ==
[[Restr:LifeAndWorksOfConfucius1687.jpg|thumb|right|Buhez ha labourioù Konfusius,
gant Prospero Intorcetta, 1687.]]
=== Er bed kristen ===
Er bloavezh 1588 e tistroas ar jezuad italian Michele Ruggieri (1543-1607) eus ur veaj da Sina gant skridoù klasel sinaek, a gendalc'has da dreiñ e latin. En e c'houde e krogas ar jezuad italian all Matteo Ricci da skignañ soñjoù Konfusius en Europa, hag e 1687 ez embannas un trede jezuad italian, Prospero Intorcetta (1626-1696), ''Confucius Sinarum philosophus'' gant skoazell ar Belgiad Philippe Couplet (1623-1696).

Hep mar e voe prederourien europat [[Oadvezh an Anaoudegezh]] – an doueidi dreist-holl – dedennet-bras gant an troidigezhioù-se ma welent un doare da enframmañ ar vuhezegezh hervez Konfusius er sevenadur kornogel.<ref>PARKER John, ''Windows into China'', Trustees of the Public Library of the City of Boston, Boston, Massachussets, USA, 1978, ISBN 978-0-89073-050-4, p. 25.</ref><ref>HOBSON John M., ''The Eastern Origins of Western Civilization'', Cambridge University Press, Cambridge, UK, 2004, ISBN 978-0-521-54724-6, pp. 194-195.</ref>
=== Er bed muzulmat ===
En India, ar ranngredenn vuzulmat Ahmadiyya bet diazezet gant Mirza Gulam Ahmad (1835-1908) a embann e oa Konfusius un Diouganer eus an [[Islam|Islâm]], evel Lao-Zi. <ref>http://www.alislam.org</ref>
== Azeuladur Konfusius ==
E Qufu evel-just e teu kalz tud da weladenniñ bez Konfusius hag an azeuldioù a zo gouestlet d'ar Mestr daoust dezhañ. E Sina e kaver daou azeuldi all, hep kontañ un ugent bennak a zo e Taiwan. Unan zo e [[Tokyo|Tōkyō]] ivez.<br.>
Alies en Azia e kaver Konfusius en azeuldioù kazel-ha-kazel gant [[Siddhartha Gautama|Bouddha]] ha Lao-Zi.
== Notennoù ==
<references/>
== Levrlennadurezh ==
=== E galleg ===
* ''Les Entretiens de Confucius'', troet gant Pierre Ryckmans, Gallimard, Paris, 1987, ISBN 978-2-07-030531-5
* DAN Yu, ''Le bonheur selon Confucius. Petit manuel de Sagesse Universelle'', troet diwar ar saozneg gant Philippe Delamare, Belfond, Paris, 2009, ISBN 978-2-7144-4541-4

=== E saozneg ===
* CONFUCIUS, ''Lun Yu, (The Analects of Confucius)'', troidigezh saoznek ha notennoù gant Simon Leys, W. W. Norton, New-York, New-York, USA, 1997, ISBN 0-393-04019-4
* CONFUCIUS : ''Analects – With Selections from Traditional Commentaries'', troidigezh saoznek gant E. Slingerland, Hackett Publishing, Indianapolis, Indiana, USA, 2003, ISBN 0-87220-635-1
Linenn 182:
::Konfusius zo unan eus tudennoù pennañ ar romant-se, a ro ur skeudenn denel hag hegarat-kenañ eus an den hag e amzer.<br./>
::Embannadur gallek : ''Création'', troet gant Brice Matthieussent, Galaade Éditions, Paris, 1983, ISBN 978-2-35176-034-5.
== Kenrouedad ==
* Konfusius dre vras : http://plato.stanford.edu/entries/confucius/, Stanford Encyclopedia of Phylosophy, dre Intranet skol-veur Stanford, California, SUA, http://www.stanford.edu/search/redirect.html?cx=003265255082301896483%3Asq5n7qoyfh8&cof=FORID%3A9&ie=UTF-8&q=Confucius&sa=Search#993

Linenn 202:
[[ba:Конфуций]]
[[bar:Konfuzius]]
[[bat-smg:Konfucėjos]]
[[bcl:Confucius]]
[[be:Канфуцый]]