Jacques-Marie Glezen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Jacques-Marie Glezen''' a oa bet ganet e [[Roazhon]] d'an [[10 a viz Mae]] [[1737]].
 
Alvokad e [[Breujoù Breizh]] en devoa sinet divizadenn kevrennoù ar gwir war-lerc'h [[Devezh ar brikoloù]] ([[26 a viz Genver]] [[1789]]) a-gevret gant [[Jean-Denis Lanjuinais]], [[Isaac Le Chapelier]] ha [[Pierre-Vincent Varin de la Brunelière]]. E penn an dileuridi roazhonat kaset da [[Versailles]] gant [[Urzh an Alvokaded]] en devoa difennet an [[Trede-Urzh]] ouzh an [[Noblañs]]. Dilennet e oa bet e [[Breujoù Bro-C'hall]] e [[1789]] evel kentañ kannad senesaliezh Roazhon. Unan eus tadoù diazezourien ar [[Kleub breton|C'hleub breton]] ([[30 a viz Ebrel]] [[1789]]) e oa bet, a-gevret gant an alvokaded roazhonat all [[Isaac Le Chapelier]] ha [[Jean-Denis Lanjuinais]] peurgetket. Kemer a reas perzh er strollad a oa bet anvet da gas [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)]] da [[Pariz|Bariz]]. Dilezet e oa bet ar politikerezh gantañ goude ma oa bet divodet ar [[Bodadenn vonreizhañ vroadel|Vodadenn vonreizhañ vroadel]] d'ar [[1añ Here|1{{añ}} a viz Here]] [[1791]].
 
Aet e oa bet da Anaon d'ar [[6 a viz Du]] [[1801]] e [[Roazhon]] e-lec'h ma oa bet roet e anv d'un alez.