Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
Neuze e redas an tan, a savadur da savadur, war-du Porzh Sant-Mikael ha palez [[Breujoù Breizh]]<ref name="Histoire de Rennes p.96">''Histoire de Rennes'', p. 96.</ref> a voe saveteet a drugarez da skiant [[Pierre de Brilhac]], o c'hentañ prezidant (abaoe an [[2 a viz Meurzh]] [[1703]]). Graet en devoa d'ar plomennoù en-dro d'ar savadur bezañ leuniet gant dour<ref name="Mauny" />. Hep na vije bet tu da herzel ouzh an tan e oa bet devet an darn vrasañ eus gorre-kêr dre ma tremene an devezhioù.
 
Gallout a c'haller displegañ abalamour da betra e voe ken drastus an tan-gwall : nested ar savadurioù, ar fed m'edont o paouez bezañ leuniet gant keuneud ha druzoni a-benn ar goañv<ref>Claude Nières, « L'Incendie et la reconstruction de Rennes » in ''Histoire de Rennes'', éd. Privat, p. 213.</ref>), met abegoù tud a oa ivez. Primoc'h e oant bet soudarded Rejimant Aovergn o preizhañ an tier eget klask mougañ an tan. Ne oa ket bet kalz efedusoc'h Roazhoniz o soursial muioc'h ouzh o arrebeuri. Chomet e oa bet etre daou pennoù-bras ar gêr pell a-walc'h kent lakaat un harz-tan da vont en-dro : roet e oa bet an urzh gant [[Paul Esprit Feydeau de Brou]], merour Breizh d'an ampoent, pa ginnigas an tan deviñ ar stalioù war ar pontoù a-c'haoliad war ar [[Gwilen]], gant aon na vije kroget an tan-gwall e goueled-kêr...<ref name="Nières p.214">Claude Nières, « L'incendie et la reconstruction de Rennes » in ''Histoire de Rennes'', éd. Privat, p. 214.</ref>
 
Trec'h e oa bet Roazhoniz war an tan d'an [[29 a viz Kerzu]] hepken, goude 6 devezh eta ha dav e oa bet diskar tiez 'zo e-kichen an iliz-veur hag ar palez<ref name="Ferrieu p.52">Diouzh Xavier Ferrieu, ''Histoire de Rennes'', p. 52.</ref>. Ar glav a gouezhas d'ar mare-se a oa evel ur gwir vurzhud<ref name="Histoire de Rennes p.97">''Histoire de Rennes'', p. 97.</ref> da gêriz skuizh-divi ha strafuilhet ken e oant.