Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
Ne oa ket bet peurzevet ar gêr ; ar c'helenner-klasker [[Gauthier Aubert]] a veneg mil savadur distrujet, eizh mil a sinistreed hep mar<ref name="Histoire de Rennes p.97" />, da lâret eo 40% eus he gorread, ugent devezh arat eus ar re bobletañ ma veze kavet pinvidikañ annezadur.
 
Meneget e vez gantañ ivez e oa bet savet dre bres 248 barakenn war ar plasennoù, a-hed ar mogerioù-kreñv ha war an holl dachennoù prest da reiñ bod d'an dudigoù. Leanezed Urzh Gouel Maria-Lid o devoa o deskrivet bezañ « dister-kenañ an darn vrasañ anezhe, savet gant koad ha dizingal ar stumm anezhe »<ref name="Histoire de Rennes p.97" />. Hervez [[Xavier Ferrieu]] e chom darn anezhe war o sav c'hoazh e straed Gouel Maria-Lid <ref name="Ferrieu p.52" />.
 
Evitañ, ar c'hazetenner Michel de Mauny a renabl ar savadurioù pennañ aet da get : « ar befrez, ostel penngomandant ar proviñs, plasenn an ti-kêr, ar Prezidial, ar Gambr torfederezh hag ar c'hoc'hu bras ». Sifrañ a ra e oa aet an holl gollioù da 8 854 877 a lurioù.