Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16:
Meneget e vez gantañ ivez e oa bet savet dre bres 248 barakenn war ar plasennoù, a-hed ar mogerioù-kreñv ha war an holl dachennoù prest da reiñ bod d'an dudigoù. Leanezed Urzh Gouel Maria-Lid o devoa o deskrivet bezañ « dister-kenañ an darn vrasañ anezhe, savet gant koad ha dizingal ar stumm anezhe »<ref name="Histoire de Rennes p.97" />. Hervez [[Xavier Ferrieu]] e chom meur a di war o sav c'hoazh e straed Gouel Maria-Lid <ref name="Ferrieu p.52" />.
 
Evitañ, ar c'hazetenner Michel de Mauny a renabl ar savadurioù pennañ aet da get : « ar [[befrez]], ostel penngomandant ar proviñs, plasenn an ti-kêr, ar Prezidial, ar Gambr torfederezh hag ar c'hoc'hu bras ». Sifrañ a ra e oa aet an holl gollioù da 8 854 877 a lurioù en holl, hep ankouaat ar paperioù losket e-barzh tier an dud a lezenn : leveoù-font ha teulioù ul lodenn vrasañ eus tiegezhioù Breizh.
 
Resisoc'h e tiskouez bezañ [[Claude Nières]] o reiñ ar munudoù-mañ : 6 326 000 a lurioù evit ar savadurioù, 2 580 000 a lurioù evit an arrebeuri hag ar pourvezioù. Evel just ne oa ket paeet ken feurmoù an tier devet : ur c'holl a 245 549 lur ar bloaz<ref name="Nières p.214" />.
 
==Skog==