Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
Etre an [[23 a viz Kerzu|23]] hag an [[29 a viz Kerzu]] [[1720]] e oa bet drastet kreiz-kêr kozh [[Roazhon]] abalamour d'un tan-gwall divent.
==An darvoud==
===<small>Ar gwalldan</small>===
Diouzh danevell [[Jean-Aimar Piganiol de La Force]] en devoa kroget ar gwallreuz e-kerzh nozvezh an [[23 a viz Kerzu]] [[1720]] abalamour da [[Henri Boutrouel]], ur munuzer hag a veze graet ''La Cavée'' anezhañ ivez. Mezv e oa ha, da geñver ur sach-blev gant e wreg, en devoa lezet ur c'houlaouenn-goar da gouezhañ war ur berniad skolp, ar pezh a reas d'an tan kregiñ en e stal, lec'hiet e-kreiz ar straed Tristin<ref>Diouzh Xavier Ferrieu, ''Histoire de Rennes'', p. 49.</ref> ([[Michel de Mauny]], bet skrivet anv ar straed « Tristan » gantañ, a resisa e klot ouzh un darn eus straed an Horolaj a-vremañ<ref name="Mauny">Diouzh M. de Mauny, ''L’Ancien Comté de Rennes ou pays de Rennes'', p. 42.</ref>).