Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 27:
Gallout a rae kregiñ adsevel ar gêr neuze. Padet e oa bet eus [[1726]] betek [[1754]]<ref name="Chapalain-Nougaret">Diouzh Christine Chapalain-Nougaret, ''Misère et assistance dans le pays de Rennes au {{s-|XVIII|e}}'', p. 31.</ref>. Ur porzh nevez a oa bet staliet a-eeun gant hini Sant-Erwan evit ma c'halljed degemer an danvezioù<ref name="Histoire de Rennes p.98">''Histoire de Rennes'', p. 98.</ref>.
 
Kaset e oa bet gant ar roue da Roazhon un ijinour milour, [[Isaac Robelin]] e anv, e karg eus ar mogerioù-kreñv. Hemañ ziwezhañ en devoa raktreset heñchañ ar [[Gwilen]] hag adsevel ar gêr (al lodenn enni na oa ket bet tizhet gant an tan-gwall e-barzh) gant maen, hervez un tres a-darzh hag en un doare arnevesoc'h. Dre ma oa bet kavet re ger hag uhelek ar raktres gant [[FrançoisToussaint Rallier du Baty]] kerkent hag aet da vaer e oa bet skarzhet ar paourkaezh Robelin <ref name="Histoire de Rennes p.99">''Histoire de Rennes'', p. 99.</ref>.
{{clr|right}}