Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 29:
Kaset e oa bet gant ar roue da Roazhon un ijinour milour, [[Isaac Robelin]] e anv, e karg eus ar mogerioù-kreñv. Hemañ ziwezhañ en devoa raktreset heñchañ ar [[Gwilen]] hag adsevel ar gêr (al lodenn enni na oa ket bet tizhet gant an tan-gwall e-barzh) gant maen, hervez un tres a-darzh hag en un doare arnevesoc'h. Dre ma oa bet kavet re ger hag uhelek ar raktres gant [[Toussaint Rallier du Baty]] kerkent hag aet da vaer e oa bet skarzhet ar paourkaezh Robelin <ref name="Histoire de Rennes p.99">''Histoire de Rennes'', p. 99.</ref>
 
Bet kaset neuze gant [[Loeiz XV (Bro-C'hall)]] an tisavour [[Jacques V Gabriel]] en devoa adkemeret tres Robelin en ur lakaat anezhañ e pleustr el lodenn distrujet nemetken<ref name="Histoire de Rennes p.99"/>. Kempennet e oa bet al lodenn er sav-heol eus plasenn [[Breujoù Breizh]] ivez, petra bennak ne oa ket bet tizhet gant ar flamm, evit ma kendognje gant stil ar blasenn roueel nevez. Houmañ ziwezhañ, awenet diouzh ar blasenn Vendôme, a oa he fal dezhi degemer degemer delwenn [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)]] war varc'h<ref name="Histoire de Rennes p.100">''Histoire de Rennes'', p. 100.</ref>. Krouet e oa bet ur blasenn vras all : plasenn an Ti-kêr a-vremañ, un delwenn eus Loeiz XV (Bro-C’hall) warni <ref name="Histoire de Rennes p.100" />. Kemeret o devoa an disavourien [[François-André Forestier de Villeneuve]] ha Hughet perzh er raktres ivez<ref name="Congrès267-268">''Congrès archéologique de France'', volume 141, Société française d'archéologie, A. Picard et fils, 1986, {{p.}}267-268.</ref>{{,}}<ref>Claude Nières, ''La reconstruction d'une ville du {{s-|XVIII}}'', Université de Haute Bretagne, Institut Armoricain de Recherches Historiques de Rennes, 1972, {{p.}}68-69, 76.</ref>.
{{clr|right}}