Naoned : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 43:
Goude ma vije bet ar [[Kelted|Gelted]] e Naoned, poblad [[arvorig]]at an [[Namnediz]] en doa graet e [[annez]] tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gêrig dezho e-barzh [[karter]] ar [[Bouffay]], met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant [[Jul Kezar]], hag anvet e vije bet ar gêr nevez ''Portus Namnetus''. Aesoc'h e oa neuze da Jul Kezar tagañ ar [[Venetiz]] pa en deus lakaet [[lestr-brezel|listri-brezel]] da vezañ savet di. Marteze eo bet ''Portus Namnetus'' porzh an Namnediz a oa gevell da hini ar [[Piktoned|Biktoned]] a zo bet e anv ''Portus Ratiatus'', deuet da vezañ [[Reudied]] rak tal riblenn [[Su]] al Liger : kavet ez eus bet roudoù [[savadur]]ioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.
 
En [[IIIvet kantved|IIIvet]] ha IV{{IVe kantvedvet}} kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas ''Condevicnum'' hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant [[lec'hanvadurezh|lec'hanvadur]] a oa bet e-kerzh ma oa an [[impalaeriezh roman]] o vont da get. Gwelet e vez neuze un [[distro]] eus [[kredenn]]où koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv [[galianek]] evit ober sin d'ar c'hredennoù.
 
Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an III{{vet}} kantved. Hag an [[iliz-veur]] a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti.