Izelvroioù spagnol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
Buan a-walc'h e savas enebiezh etre an Izelvroiz ha Spagnoled, dindan ren Fuluup II. Tra ma oa Karl V un den ganet en Izelvroioù, e oa Fulup II, evit tud an Izelvroioù, un estrañjour, ganet ha desavet e Spagn. Ouzhpenn ar stourm ouzh kreizennadur Spagn e voe enebiezh ouzh katoligiezh Spagn gant ar brotestanted a oa stank e proviñsoù an hanternoz.
 
Kement-se a zisoc'has war [[Unaniezh Arras]], etre proviñsoù ar c'hreisteiz, hag [[Unaniezh Utrecht]] etre proviñsoù an hanternoz, war [[Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz]] ha war dizalc'hidigezh [[Republik ar Seizh Izelvro -Unanet]], anvet ivez [[Proviñsoù-Unanet]], embannet e [[1581]].
 
Chom a reas douaroù ar c'hreisteiz e dalc'h Spagn betek [[Emglev Utrecht]] e [[1713]]. Dre an emglev-se e tremenjont dindan ren Habsbourged Aostria. Adalek neuze e komzer eus an [[Izelvroioù aostrian]], betek [[1795]], pa voent aloubet gant [[Bro-C'hall]], gant armeoù ar [[Republik Kentañ]]. Neuze e voe graet [[Listenn departamantoù gall Belgia|departamantoù gall]] ganto.