Izelvroioù spagnol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
==Istor==
[[Skeudenn:Charles I and V empire.png|thumb|150px|left|An Izelvroioù en impalaeriezh Karl V]]
En [[Impalaeriezh Santel Roman]] e oa ar proviñsoù-se abaoe ur pennad dija pa zeujont da vezañ unanet dindan ren Karl V, a oa dug Bourgogn, impalaer Aostria ha roue Spagn. E [[Gent]] e oa bet ganet an impalaer e [[1500]]. Ren a reas war ar [[Seitek Proviñs]] etre [[1515]] ha [[1555]]. Mervel a reas Karl V d'ar [[25 a viz Here]] [[1555]] ha d'e vab, Fulup e roas an aotrouniezh war an douaroù na oant ket en Aostria, an Izelvroioù ha Spagn en o zouez. Evel-se e teue an Izelvroioù da vezañ ur stad anezhi hec'h-unan stag ouzh kurunenn Spagn. Dre ma oa pinvidik marc'hadourien an Izelvroioù e oa bras talvoudegezh ar stad-se evit roue Spagn, brasoc'h en amzer-se eget douaroù Spagn pe Amerika !
 
Adalek [[1531]] e oa [[Brusel]] kêr-benn an Izelvroioù spagnol.