Banniel Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Liammoù diabarzh
Linenn 3:
'''[[Banniel]] [[Republik Iwerzhon|Iwerzhon]]''' (a vez anvet alies ''the Irish Tricolour'' e [[saozneg]] ; ''an Bhratach Náisiúnta'' en [[iwerzhoneg]]) zo ur [[banniel]] [[triliv]], gant al livioù a-serzh, [[gwer (liv)|gwer]], [[gwenn (liv)|gwenn]], hag [[orañjez (liv)|orañjez]]. E hed zo an hanter hiroc'h eget e led (1:2).
 
Banniel ofisiel [[Republik Iwerzhon]] eo. Ar vroadelourien eus [[Norzhiwerzhon|Hanternoz Iwerzhon]] a sell ouzh an triliv ivez evel arouez an enezenn a-bezh. Abalamour d'an dra-se e vez gwelet kalzik er rann-se eus an enezenn, ha pa ne blijfe ket d'an holl eno.
 
== Arouez ==
Al liv gwer eo arouez emsav ar Gatoliked zo bet gwasket e-pad pell gant ar Rouantelezh Unanet ha, dre vras, an emsav evit dieubidigezh ar vro. Al liv orañjez e oa arouez ar roue saoz [[Gwilherm III (Bro-Saoz)|Gwilherm III]], a oa protestant hag eus an tiegezh [[Orange-Nassau]], hag en doa trec’het ar Gatoliked en [[emgann ar Bóinn]]. Dre vras ez eo arouez ar Brotestanted a oa bet o hendadoù o sevel a-du gantañ. Al liv gwenn e-kreiz a arouez ar peoc'h etrezo. Ar banniel-se a fell dezhañ bezañ arouez unaniezh an div gumuniezh vras en Iwerzhon ; savet eo bet war skouer hini ar [[Republik C'hall|Republik Gall]], a oa ur skouer evit republikaned Iwerzhon.
 
== Istor ==
Linenn 14:
Ur banniel gwer gant un [[telenn|delenn]] en e greiz a oa arouez broadelourien Iwerzhon, abaoe ar {{XVIIvet kantved}}. E dibenn an {{XVIIIvet kantved}} e oa deuet da vezañ banniel ar republikaned a oa bodet er strollad [[United Irishmen]]. [[Urzh Orañjez]], ar strollad a vode Protestanted, e biz an enezenn dreist-holl, e koun ar roue [[Gwilherm III (Bro-Saoz)|Gwilherm III]] a oa bet trec’h war emsavidi gatolik Iwerzhon e 1690. En {{XIXvet kantved}} e teuas ar soñj tamm-ha-tamm gant republikaned Iwerzhon e oa dav unaniñ an div gumuniezh-se, evit sevel ur stad iwerzhonat dizalc’h.
{{XIXvet kantved}}
Ar skouer gentañ a anavezer eus implij an tri liv evel arouez broadelour a oa e miz Gwengolo [[1830]], pa voe gwelet kokardennoù el livioù-se gwisket gant tud a felle dezho lidañ [[Dispac'h Gall 1830|Dispac'h 1830]] e Bro-C’hall. Ar banniel, evel m’en anavezomp bremañ, a voe krouet e 1848 gant [[Thomas Francis Meagher]] eus an emsav [[Iwerzhon Yaouank]]. E [[1916]] e voe dispaket bannieloù evel-se e-pad [[Emsavadeg Pask]], evit aroueziañ ar Republik nevez. Degemeret e oa bet an triliv da vanniel ofisiel gant [[Stad Dieub Iwerzhon]], pa oa bet savet houmañ e 1922. Ha kadarnaet e oa bet an dibab-se e bonreizh miz Kerzu 1937 ha, goude-se, pa zeuas Iwerzhon da vezañ ur republik e [[1949]].
 
Ar banniel triliv-se zo, evit broadelourien Hanternoz Iwerzhon, arouez enez Iwerzhon en he fezh, hag implijet e vez ganto evel-se. Goude savidigezh [[Norzhiwerzhon|Hanternoz Iwerzhon]] e 1922, ne oa nemet an [[Union Jack]], banniel ar [[Rouantelezh Unanet]], a oa ofisiel eno, hag ivez an ''Ulster Banner'', banniel Gouarnamant Norzhiwerzhon etre 1953 ha 1972. Ha berzet eo bet an implij eus an triliv gant al lezenn e-pad meur a vloaz.